dennou. A c’hano an niver a lec’hiou-annezet, anvet e turkeg Arnout-kieuï « Kêr-albaniat », a gaver dre an Durki a-bez.
Stank dreist-holl eo bet enbroïdigez Albaniz er broiou nes d’o meneziou : Hen-Serbia, Makedonia ha Gresia. Goude d’ezi beza bet hanter-slaveget er Grennamzer [1], e voe darbet da C’hresia beza albaneget, dreist-holl p’edo o veva dindan aotrouniez Venezia. E derou an XIXvet kantved, e oa deuet an albaneg d’ar yez voazeta e rannvroiou a-bez eus ar C’hres : Elis, Argos, Boiotia, Attika. E dibenn ar c’hantved-se, e nivered c’hoaz en tu-hont da gant mil a albanegerien e Gresia [2]. An Albaniz-se a zo bet, kerkouls hag an diskennidi eus ar meuriadou slaviat helleneget a veve e Morea hag e lec’hiou-all eus ar vro, e-touez ar wella hag ar galoneka tud o deus stourmet evit dieubi ar C’hres diouz yeo an Durked. A youl Doue en em gavfe eun deiz bennak eur skrivagner brezonek evit displega en hor yez an ijin-spered hag an nerz-kalon
- ↑ C’hoaz e derou an naontekvet kantved, e oa eleiz a anoiou-lec’hiou slavek dre ar C’hres. Morea, da skouer, an ano a veze graet neuze eus ledenez ar Peloponesos, a oa diwar eur ger slavek o talvezout kement hag « arvor » e brezoneg. Nemet abaoe m’o deus ar C’hresianed adc’hounezet o frankiz, o deus strivet da c’houennat diouz taolenn-douaroniez o bro an holl anoiou slavek, italianek ha turkek a oa en em silet enni. Ar Serbed hag ar Vulgared, diouz o zu, o deus graet kement-all ouz an anoiou-lec’hiou gregach, romanek, germanek ha turkek a gaved en o bro.
- ↑ Gwelout e levr E. Reclus, l’Europe méridionale, p. 67. ar gartenn niv. 10, merket enni, dre varrennou sounn stank-ha-stank, ar c’hevrennou eus ar C’hres ma veze komzet albaneg e dibenn an XIXvet kantved.