Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/69

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ha reter eus Europa diouz tu an hanternoz d’ezi a zo bet, abaoe meur a gantved, lec’h-c’hoari da zarvoudou kelennus-kenañ da neb a studi chal ha dichal ar yezou. Ouspenn emfennadeg ar goueriaded eus Bulgaria war Vakedonia-Uhela ha Thrakia, ez eo bet darvoudet ar rann-se eus ar bed gant emskignadeg Albaniz dre C’hresia, Makedonia, Hen-Serbia, ha dre an Durki a-bez. Disheñvel en holl-d’an-holl dre o zemz-spered disuj ha brezelgar diouz ar goueriaded peoc’hus a zeuas eus Bulgaria da zigeri breinarou Makedonia, Albaniz a vez sellet peurliesa gant an istorourien evel diskennidi Illiriz pe Dhrakiz an Hen-amzer [1]. Nemet dizarbennet-start eo kement-se, diwar pennabegou tennet eus ar yezoniez, gant E. Philipon en e levr diwar-benn hen-boblou Kreisteiz Europa [2]. Bezet a vezo war ar poent-se, Albaniz o deus miret betek derou an XXvet kantved eur stad-kevredigez ha giziou heñvel a-walc’h ouz ar re a oa gant Tiruheliz Vro-Skos betek an XVIIIvet kantved. Trôet hepken war ar brezel, ez aent a galon laouen da soudarded gant sultaned Konstantinopl a rôe d’ezo, goude o amzer-soudard, douarou ma savent warno kêria-

— 67 —
  1. Gant Illiriz e oa tudet en Hen-amzer ar vro veneziek a anvomp bremañ Albania. E dibenn an Hen-amzer, e vije deuet da glask minic’hi er meneziou-se bagadou Thrakiz argaset eus kevrennou reterel ledenez ar Balkaniou gant argadadegou ar C’hermaned hag ar Slaved.
  2. Pp. 88-90, 97, 99. Diaes eo spisaat da be gerentiad-yezou e taol an albaneg dre ma ’z eo ar pep brasa eus ar geriou e boaz gant ar yez-se amprestadennou nemetken digant al latin, ar gresianeg, ar slaveg hag an turkeg. Bez’ e kaver enni betek geriou persianek hag arabek deuet dre hent an turkeg hag an Islam. Ar vro ma komzer hizio an albaneg a hañval beza bet latinaet e dibenn an Hen-amzer, ha, goude-se, slavekaet e derou ar Grennamzer.