kedonia-Uhela, deuet en o lec’h madou bihan koueriaded, ha bulgareget ar vro da heul. Edo boulc’het zoken gant ar Vulgared Makedonia-Izela ha Thrakia. E bro-Philippopoli [1], n’oa o veva er Grennamzer nemet hellenegerien, pe hellenegerien a ouenn pe tud hellenekaet. Bulgarekaet a-grenn edo e dibenn an XIXvet kantved. War eur milion a vroïz, ne vane ken nemet hanterkant mil Gresian.
Al lanôad-se a goueriaded sioul ha peoc’hus n’o dije ket rôet kalz a zarbar da obererien leun a nerz-kalon a-seurd gant an Durked-Yaouank a zo o ren bremañ (1933) en Anatolia. Nemet gwell a se d’ezo ha d’o bulgaradelez, e kavjont, e dibenn an XIXvet kantved hag e derou an XXvet, difennerien ha renerien er « proletariad lennek » stummet gant skoliou Bulgaria. Ar proletariad-se a oa anezañ mibien koueriaded, aet dre gant ha kant er skoliou evit dont da veza kargidi, ha kouezet o meud en o dourn dre n’oa ket a-walc’h a gargou vak digor d’ezo. Ar re-se, hag ar brezel-trec’h renet gant Slaved ar Balkaniou ouz an Durked e 1912-1913, o deus salvet slavegez Makedonia ha Thrakia [2].
Ledenez ar Balkaniou hag ar c’hevrennou kreiz
- ↑ Philippopoli eo ano gresianek ar gêr anvet Plovdiv gant ar Vulgared ha Felibe gant an Durked.
- ↑ La situation politique de la Macédoine, war A travers le Monde (stagadenn Le Tour du Monde), 31 a viz Genver 1903, pp. 33-6. Les troubles dans les Balkans : les comités macédoniens, les bandes bulgares, id. 31 a viz Here 1903, pp. 349-50.