Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/67

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

nit d’ezo tachennou nevez. Thrakia, ha, dreist-holl, Makedonia-Uhela, bet hanter-ziboblet gant ar brezeliou o doa graet o reuz er broiou-se eus an Xvet d’ar XVvet kantved [1], a zo bet adtudet evel-se gant Bulgared eus ar bobl [2], galvet gant perc’henned-douar pinvidik ar vro, Gresianed ha Turked, evit labourat war o douarou manet fraost dre ziouer a dud.

Da genta, etro dibenn an XVIIIvet kantved, e teue ar Vulgared evel gopreosterien nemetken. A-benn eur pennad, koulskoude, e tegasjont o gwragez hag o bugale, hag en em ziazeza da vat er vro dre sevel enni kêriadennou. Eur wech gwriziennet ar Vulgared evel-se, e stagas o ferziou-mat da c’hoari kaer ha da rei d’ezo al lañs war ar gouennou-all. Ar Vulgared n’oant ket hepken gounideien-douar ha liorzerien vat, aketus d’al labour, sentus-kenañ ouz o mistri, hag ouz o servija evit goprou dister. Trôet e oant war an espern, ha n’o doa ken mennad nemet prena douarou a-benn gallout labourat war o zra. Taget a zle e oa, a-hend-all, an darn-vuia eus perc’henned an domaniou bras ma labourent warno. Aes a-walc’h e voe gant-se d’ar Vulgared enbrôet prena tamm-ha-tamm an douarou bet gouestlet da gred pa voe lakaet ar werz warno.

E dibenn an XIXvet kantved, e oa aet da get er c’hiz-se an darn-vuia eus an domaniou bras e Ma-

— 65 —
  1. Betek an Xvet kantved, e oa tudet ar broiou-se gant hellenegerien ha gant roumanegerien dreist-holl.
  2. Ar Vulgared, pa darz o ano evit ar wech kenta en Istor a oa eur bobl finnougriek. Deuet da veva e ledenez ar Balkaniou, e derou ar Grenn-amzer, o deus degemeret ar yez slavek komzet gant o sujidi. En abeg da se, moarvat, ez eo ar bulgareg an drefoeta eus an holl yezou slavek. A. Hovelacque, La Linguistique, pevare mouladur, p. 381.