En o galloud emañ adsevel ha salvi ar Brezoneg [1].
Ya ! a lavaran-me d’am zro, gant ma vefe eus ar Vrezoned desket-se, ouspenn tud desket, tud a benn, a vennerez start ha diaes da ziskar, gant ma vefe anezo Brezoned emskiantek hag oberiant, saverien ha krouerien, lorc’h enno gant o Yez hag o Breizadelez. Keit ha ma vanko d’ar vrezonegerien amañ — ha da alamanegerien dremor — dibabou-tud desket kenyez d’ezo, e vano o yezou en argoll.
E MAKEDONIA-UHELA HAG E THRAKIA
E DIBENN AN XVIIIvet KANTVED
HAG E-DOUG AN XIXvet
Ret eo da blegennou eus an dibaota kendegouezout evit ma virfe tud eus ar bobl o yez a-dreuz kantvedou dindan renerien arallyezek. Slaved ar Balkaniou n’o deus ket dizesket o yezou ha d’ezo beza bet o veva e-pad pevar c’hantved sujet d’an Durked. Nemet ar rouantelez savet gant an Durked a c’hiz koz a oa rouantelez al lez-ober pez a c’halle beza. Gant ma vije paeet an truajou, n’oa ket an Durked a wechall e chal a dra-all ebet. Ne vije ket deuet d’ezo war o spered sevel skoliou evit klask trei bugale ar slavegerien war an turkeg. Beva a raent hag e lezent ar re-all da veva.
Dindan o beli, n’o deus ket Slaved ar Balkaniou miret hepken o yezou, o astenn o deus graet dre c’hou-
- ↑ Spered ar Vro, bloavez kenta, niverenn Ia, miz Eost 1903, pp. VII-VIII.