Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/65

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

niver an enbroïdi ha dereadelez al lec’h evit suraat an difenn ha rei an trec’h. Evit dont da veza eun nerz, e tle an niver kaout simant an emskiant vrôadel, hag ouspenn-se, endevout framm, stern ha blenierez renkadou-tud diorrôet ha desket a-ratoz evit blenia, sternia ha framma. Anez-se, ne deus eus an niver, ne vern pegen bras e ve, nemet eur meneziad uloc’h a vezo skubet gant avel an darvoudou.

Eno emañ an dalc’h ! Anez beza renet, harpet, hag evel sternataet ha frammataet-start a-bep-tu gant tud all, ar bobl n’eo ket mat da stourm. A-walc’h he deus da ober gant gounit he bara. Kement-se a zo bet lavaret eur wech c’hoaz e brezoneg gant Tangi Malmanch, bez’ ez eus bremañ tregont vloaz :

« Kredi a raer a-walc’h e Breiz e c’heller fiziout er bobl (me a fell d’in da lavarout er re vunut, er re diouiziek) evit difenn ar Yez. Hogen fazia a raer, n’em eus ket aon d’hen diskleria, ha pa rankfen beza lakaet kaner fall. Ar bobl ne ra forz ebet eus he giz-prezek. Her mirout a ra, moarvat, dre voaz ; n’hen difenno ket avat dre gefridi, pa ouezo eur c’hiz-all. Rak ar bobl ne oar ket petra eo ar superflu. Kement tra n’he deus ket ezomm anezi e lavar ez eo didalvez. Pa n’he devezo mui ezomm eus ar Brezoneg, e tilezo anezañ ».

En dilinennadou da heul, e tiskouez ar skrivagner ez eus e Breiz eleiz a dud hag o deus galloud war ar bobl dre o renk, o c’harg, o stad a vuhez, o deskadurez. Ar bobl, emezañ, a selaou ha (pez a zo muioc’h) a gred anezo. « Kement a reont, kement a leveront a gavont brao. Da skouer o c’hemeront. Ober evelto a glaskont ». Ar re-se eo ar Vrezoned desket.

— 63 —