digevret, koueriaded o komz meur a rannyez disheñvel, ha digas ouz kement tra er-maez eus al labour-douar hag ar maga-loened. N’o deus ket a vistri-skol vat evit deski d’ezo an alamaneg unvan, hag e tioueront ouspenn blenierien, tud a benn hag a zeskadurez evit o c’hevredadi hag o heñcha e sell d’ar yez ha d’ar vrôadelez, evit o zomma e pep giz ouz an alamaneg hag an alamanegez. Damgasaet ha disprizet ez int ouspenn, o veza ma ’z int Germaned, gant Braziliz, lorc’h enno leiz o c’hroc’hen gant o latinegez [1].
A ZO ARAOK
Er Stadou-Unanet hag e Brazil, en em gave an alamanegerien enbrôet er gwella plegennou evit mirout o yez, ha sevel gant an amzer brôadou alamanek nevez, pa oant deuet da ober o annez a-vagadou bras el lodennou didud pe peuz-didud eus ar vro (furoc’h war ar poent-se eget Iwerzoniz a oa aet d’en em dolpa er c’hêriou). Daoust da se, evel m’emaomp o paouez gwelout, e hañval ar milmiliadou-tud, anezo an advrôadennadou alamanek en Amerika, beza tonket da goll o yez ha da vont da saoznegerien er Stadou-Unanet ha da bortugalegerien e Brazil… nemet trôet e vefe penn d’ar vaz kent pell. Rak n’eo ket a-walc’h
- ↑ Da c’houzout hiroc’h, lenn e levr Tonnelat, L’expansion allemande hors d’Europe, ar pennad diwar-benn an advrôadennadou (trevadennadou) Alamaned e Brazil, pp. 91-154. Hag e levr Per Denis. Le Brésil au XXe siècle, pevare mouladur, 1911, ar pajennadou 232-52.