bras a levriou hag a levriouigou-leda-kredenn en alamaneg, dek kelc’hgelaouenn sizuniek pe viziek, trizek kelaouenn pemdeziek pe sizuniek, holl skrivet en alamaneg [1].
An hevelep pennabegou a wanded a gaver gant an Alamaned aet stank da veva e Brazil. Tost da bevar c’hant mil a zo anezo, bodet dreist-holl e Stadou kreisteizel ar vro : Rio Grande do Sul ha Santa Katarina. Bez’ ez eus bet anezo, etre 1825 ha 1890, difraosterien an Urwald, an hen-goadou ec’hon a oa dindano kevrennou meneziek an diou Stad-se [2]. Bremañ e c’heller marc’hegez e-doug derveziou-pad e Rio Grande do Sul ha Santa Katarina hep kavout netra-all war an hent nemet atantou, kêriadennou ha bourc’hiou savet ha tudet gant Alamaned.
Savet ez eus bet evito, e kêriou ar vro, eun tregont bennak a gelaouennou en o yez. Ha koulskoude, diouz ma lavar an dud o deus o gweladennet ha studiet an doareou ganto, diaes-bras e vezo d’ezo mirout o yez. Portugaliz lezirek ha lez-ober ar Brazil a zo, gwir eo, evit an alamaneg hag an alamanegez, amezeien dizrastusoc’h eget Saozamerikaned oberiant ar Stadou-Unanet. Ne vern koulskoude pegen lezirek ha lez-ober e vent, ez eus ganto, en o daouarn, holl loc’hiou-levia ha gourc’hemenni ar vro, hag an daou greñva anezo : ar renerez politikel hag an deskadurez. E Brazil, gwasoc’h c’hoaz eget er Stadou-Unanet, amañ [ez eus] eus an Alamaned enbrôet tud dizesk ha