netrezo. Ouspenn dizunvaniez ar yez, ez eus etrezo dizunvaniez a gredenn. Bez’ez eus katoliked en o zouez, hugunoded diwar veur a ranngredenn, ha tud digredenn. An holl sparlennou-se a laka eus an diaesa an unvaniez a vefe ret sevel kenetrezo evit mirout an alamanegez.
A-zivout an dizunvaniez a gredenn etre Alamaned ar Stadou-Unanet, n’eo ket didalvez evesaat kement-mañ : ar re aesa anezo da saoznekaat eo an alamanegerien gatolik, dre n’o deus ket a iliz d’ezo o-unan. Bodet ez int a-gevret gant Iwerzoniz, Poloniz, Italianed, Gallaoued, en eun ilizad nemetken, e dourn Iwerzoniz ar renerez anezi. Distera preder an Iliz-se eo poania da vevaat an alamaneg, pa ’z eo gwir e vefe kement-se harpa an dizunvaniezou en he diabarz ha mont a-enep d’he mad-hi. Er Stadou-Unanet muioc’h c’hoaz eget e lec’h-all, emañ spered etrevrôadel ar gatoligiez en e varr hag a-du gant an unyezega ar vro. Diskleriadur Leon XIIIvet, ma tlee beza er vro-se ar saozneg yez ar gatoliged, a zo bet kondaonidigez an alamaneg d’ar maro. An alamanegerien lutheriat, er c’hontrol, renet ha sternataet-start
ma ’z int gant tud kenyez d’ezo, a zo anezo gwella kreñvlec’hiadou an alamanegez en Norz-Amerika. Rannet ez int e 65 urziad pe sened. Ar galloudeka eus ar senedou-se, an Deutsche evangelische-lutherische Synode von Missouri, Ohio, und anderen Staaten, a zo alamanek-rik. Bez’en deus 2000 pastor, 2500 kumuniez, hag e tegemer skodou a-berz 450000 kengredenneg. Derc’hel a ra 2000 skol darempredet gant 100000 bugel. Bez’en deus 9 c’hloerdi ha kelenndi, 19 klañvdi pe emzivadti, eun ti-moulerez bras e Sant-Loeiz, e-lec’h ma embann, en tu-hont d’eun niver