Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/61

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

daoust d’o abafted ha d’o spered a veveliez. Diwar ar bloaz 1830, eo bet laosket da redek e-touez alamanegerien ar Stadou ar ger-gourc’hemenn-mañ deuet eus a dremor : Erhaltung des Deutschtum « Mirout an Alamanegez ! » Bez’ ez oa, kent Brezel 1914-1918, en tu-hont da zek milion hanter a alamanegerien bodet dreist-holl e Stadou an diabarz hanternozel : Pennsilvania, Ohio, Indiana, Illiniz, Michigan, Wiskonsin, Minnesota, Iowa, Missouri, Dakota, Nebraska [1]. An dek milion hanter-se a dud o komz alamaneg o doa e 1900 eur c’houec’h kant bennak a gelaouennou en o yez ha moulet evito er vro end-eeun ma vevent enni. Darn eus ar c’helaouennou-se (New-York Staatszeitung e New-York, Illinois Staatszeitung e Chikago, Westliche Post e Sant-Loeiz) a oa da lakaat e-touez brasa kelaouennou Norz-Amerika. Koulskoude, daoust d’o niver bras ha d’o c’helaouennou stank, alamanegerien ar Stadou-Unanet a ra d’o dinerza, e-keñver ar yez, ar gwanedigeziou end-eeun a vez o reuzia ouz Iwerzoniz ha Breiziz. Bez’ ez eus anezo, peurliesa, tud eus ar bobl, tud a renk izel, abaf da embreger [2], divarrek da stourm evit mirout o alamanegez, dic’houzvez eus an alamaneg unvan, o komz rannyezou alamanek ken disheñvel an eil diouz eben ma n’int ket barrek d’en em glevout ke-

— 59 —
  1. En enep d’ar pez o deus graet Iwerzoniz, an darn-vuia eus an Alamaned enbrôet er Stadou-Unanet a zo aet da veva war ar maez. Nemet abaoe m’emañ bet o stankaat al labouradegou er vro (da lavarout eo abaoe hanterenn diweza an XIXvet kantved), hoalet eo bet eur c’halz anezo gant ar c’hêriou bras. Ar pep muiia koulskoude o deus dalc’het da veva war ar ploue.
  2. Ha laket abafetoc’h c’hoaz dre ma ’z int damzisprizet gant ar Saozamerikaned a sell anezo evel eur siseurd a zanvez-poblañs, en o c’hreiz elfenn ebet a nerz-emreiza.