Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

toliked ar Stadou-Unanet sellout ar saozneg evel o c’henyez [1].

Hag enno kement a blegou fall, Iwerzoniz ar Stadou-Unanet a zo manet stag ouz o ano brôadel a-drugarez d’ar gasoni maget atao en o c’hreiz gant koun krizderiou ha dislealderiou Bro-Saoz ouz Iwerzon. Evel Iwerzoniz ez int en em vodet hag en em gevredadet e pep lec’h. Gant o skoazell-arc’hant eo o deus gallet Iwerzoniz Iwerzon stourm ouz Bro-Saoz hag adkavout o frankiz. Nemet petra ’dalv ar frankis politikel adkavet pa vez sanket da vat, enlouc’het-doun en empenn ar frankizidi yez ar vac’homerien ? Petra a iwerzonek e gwiriones, pa lavaran iwerzonek, a c’hell menel e tud stummet holl venoziou ha troiou o spered gant moul eur yez estren ? Ne vez ken eus an ano iwerzoniat nemet eun ardamezenn douellus peget ouz eur pakad marc’hadourez a vaez-bro.


XII. AN ERMAEZIADEGOU PEORIEN
DIZESK HA DISTUR
HINI AN ALAMANED ER
STADOU-UNANET HAG E BRAZIL


An Alamaned, kalz niverusoc’h er Stadou-Unanet eget Iwerzoniz [2], a zo manet fealoc’h d’o yez

  1. E. Tonnelat, L’expansion allemande hors d’Europe : Etats-Unis, Brésil, Chantoung, Afrique du Sud, 1908, p. 54.
  2. Bez’ e lakaer etre eitek milion ha pemp milion war-nugent niver an Amerikaned diskennet eus an Alamaned enbroet er Stadou-Unanet abaoe 1885. E. Tonnelat, L’expansion allemande hors d’Europe, p. 11, notenn 1.