mont, a-niver, da gargidi e merereziou ar c’hêriou bras, a-wechou zoken e renerez ar Stadou. Ar re izela a ra evel polised, kabalerien-votadegou, h. a. Nemet e tro ouz micheriou uhel, evel ar vreutaouriez, mibien ar re o deus gallet rei deskadurez d’o bugale. Re alïes ez int aet da greski niver ar bolitikerien a vicher a zo, dre o brabañserez, o gevier, o zreuzvarc’hadou mezus, unan eus gwasa gwalennou ar Stadou-Unanet. Peurijinekaet eo bet gant ar re uhela-savet anezo ar prena-moueziou er votadegou hag an tostenna-kargidi. An Tammany Ring, gwall-vrudet e Norz-Amerika, e dibenn an XIXvet kantved, dre al laeradennou-fiziañs gwall-c’hrevus graet gant e izili (deuet e oant a-benn da aloubi tamm-ha-tamm an holl gargou e merereziou Stad ha kêr New-York), a zo bet an andon anezañ en eur c’hevredad-Iwerzoniz, an Tammany Society, savet e 1805. Ker galloudek e oa deuet Iwerzoniz e New-York, etro dïbenn an XIXvet kantved, ma veze stignet, da geñver deiz gouel sant Patrik, banniel gwerglas Iwerzon war an Ti-kêr [1].
Peursaoznekaet e-keñver ar yez, e klask Iwerzoniz katolik ar Stadou-Unanet saoznekaat ar gengredenneien
o devez e-touez tud ar brôadeleziou-all. Deuet ez int evel-se da veza gwasa enebourien ha heskinerien ar c’hallegerien e Norz-Amerika, pa strivont da lakaat war ar C’hallaoued, evel eskibien, beleien ha mistri-skol, saoznegerien iwerzoniat. En em harpa a reont evit ober kement-se war lavar ar Pab Leon XIIIvet en deus diskleriet e 1897 e tlee holl ga-
- ↑ Diwar-benn Iwerzoniz er Stadou-Unanet, lenn P. de Rousiers, La Vie américaine, 1892, pp. 575-88. A-zivout an Tammany, J. Bryce, Commonwealth of America, II, pennad 88.