da vont d’an harlu. Rivinet ar renkadou-etre, ha savet dre reiz ha lezenn harzou a bep seurd evit mirout outo da binvidikaat adarre ha da sevel e renk hag e deskadurez. Ar bobl a zo bet gwasket en eun doare ken euzus-all, rediet da zivrôa dindan boan a vervel gant an dienez hag an naon. Eus pevar milion pe dost a iwerzonegerien a vane c’hoaz en enezenn e 1830, ne van ken bremañ nemet 125.000 anezo. Ar re-all a zo marvet gant an naon e 1846-1847 pe aet da ober o annez er broiou-tremor, dreist-holl er Stadou-Unanet. E dibenn an XIXvet kantved, e nivered er vro-se tost da bevar milion a Iwerzoniz [1]. Anezo, evit an darn-vuia, tud dizesk ha didra pa zegouezjont er Stadou, ez int aet d’en em dolpa er c’hêriou bras hag er rannvroiou stank enno al labouradegou. Eno ez ejont da vevelien, da labourerien, da implijidi dindan ar saoznegerien, ha ker buan ez ankounac’hajont o yez ken n’oa, e dibenn an XIXvet kantved, evit pevar milion a Iwerzoniz annezet er vro, nemet eun iliz hepken e-lec’h ma veze prezeget e gouezeleg Iwerzon [2].
Heñvel ouz Breiziz divrôet p’o deus evelto ankounac’haet buan o vez vrôadel, Iwerzoniz ermaeziet er Stadou-Unanet a zo disheñvel diouto e meur e geñver-all. Lemmoc’h a spered eget Breiziz, divorfiloc’h egeto, distagellet mat o zeod, atao dare d’en em voda ha d’en em gevredadi evit irienni ha komplodi ouz hemañ pe henhont, pe ouz an dra-mañ pe an dra-hont, o deus tizet kalz anezo sevel e renk, ha