Jaffrennou gant Ar Vro ; Koroller gant Breuriez ar Brezoneg (evit deski lenn ha skriva brezoneg d’ar vugale) ; Emil Ernault ha F. Vallee gant Emgleo ar Skrivagnerien (diwar-benn reizskrivadurez ar Brezoneg) ha Breuriez-Veur ar Brezoneg ; Erwan ar Moal gant Arvorig (evit ar vugale), Breiz, Breizadig (evit ar vugale) ; Roparz Hemon gant Gwalarn, Kannadig Gwalarn, Levraoueg Gwalarn, al Levriou 5 gwenneg ha Brezoneg ar Vugale. Ober a ran anezo « strivadouigou » dre ma oa anezo deraouadennou, boulc’hadennou nemetken, a c’houlenne evit dont da vat, padout, kreski ha rei frouez, neket kenskrivagnerien eleiz (ar pez o deus bet), hogen, ha dreist-holl, kenlederien difaezadus, kenharperien binvidik, ha kendalc’herien. Keit ha ma ’z int padet, ez int chomet, pep hini anezo peurliesa, oberenn eun den hepken. Eur wech aet da get an den, kouezet an oberenn en he foull. D’ar remziadou-Brezoned nevez da drei al lavar-mañ e gaou evit an oberennou a van en o sav c’hoaz !
DISPLEITUS DA LEDA AR YEZ
HINI IWERZONIZ ER STADOU-UNANET
EN XIXvet KANTVED
Rustoc’h c’hoaz eo bet doare-ober ar Saozon duhont, en Iwerzon, eget hini ar C’hallaoued amañ, e Breiz. En Enez ar Sent n’eo ket gounit dre gaer ar renkadou-renerien, n’eo ket teogi anezo, a zo bet klasket ober. Skei gant ar c’hleze a zo bet graet a-hed kantvedou. Distrujet noblañs ar vro pe rediet