emeur o tarbari a-vil-vern danvez mevelien, mitizien, labourerien, implijidi evit merourien, mistri-labouradeg ha bourc’hizien Vro-C’hall, danvez soudarded, merdeïdi ha kargidi evit Gouarnamant Pariz, danvez beleien, leaned ha leanezed evit Iliz Roum. Hag « Emañ pep tra evit ar gwella er gwella eus an holl vedou », setu, a-hervez, meno renkadou uhela ar vrôad, « Breiziz mevelaet ha kloroformet al lez-ober », noblañs, bourc’hizien, pinvidien a bep stad, pa n’o deus gouezet sevel netra a-enep d’ar gwalennou a oa o reuzia, na zoken astenn harp, rei dourn en eun doare efedus d’an nebeut strivadouïgou a zo bet, amañ hag ahont, o klask dizarbenn « al labour diaoulek » kaset en-dro gant enebourien ar Yez abaoe dek ha tri-ugent vloaz [1].
Ma ran amañ « strivadouïgou » eus ar pez a zo bet graet e-pad an XIXvet kantved hag e-doug an
tregont bloavez kenta eus an XXvet kantved evit stourm ouz gwalenn an Divrezonekaat, n’eo tamm ebet evit izelaat al labour graet, na kennebeut evit dismegañsi an dud a galon o deus gouestlet o buhez d’al labour-se ha dispignet o feadra hag o yec’hed d’hen lakaat da vont en-dro : Kêrmarker gant Breuriez ar Varzed, Yan ar Fusteg gant Gorsez ar Varzed, Milin gant Feiz-ha-Breiz koz, an abad Perrot gant Feiz-ha-Breiz nevez ha Feiz-ha-Breiz ar vugale ; Frañsez Vallée gant Kroaz ar Vretoned ; Loeiz Herriaou gant Dihunomp ; Erwan Verthou gant Ti Kaniri Breiz ; Tangi Malmanch gant Spered ar Vro ;
- ↑ « Labour diaoulek » eo al lavarenn tamm ebet re c’haro ma reas ganti an abad Perrot, rener Feiz-ha-Breiz, eur wech ma komze dirazoun eus an traou-se, e ti F. Vallée.