zoken ar vugale en o oad tenera da zizeski pe da dremen hep deski ar brezoneg. Miliadou a vistri hag a vestrezed-skol, bet c’houezet en o zeod, bet savet a-ratoz-kaer evit diwrizienna ar Yez diouz ar Vro, en em lakaas e pep parrez da zismegañsi ar Brezoneg dirak ar gerent, o terc’hel warnezo evit ma chomjent hep komz brezoneg d’o bugale. Aesoc’h-aes gant ar bloaveziou e voe d’ar vistri-skol al lodenn-se eus o labour drastus, dre n’o devoa ken d’ober ouz ar gerent penngalet a c’hiz koz na ouient nemet ar Brezoneg, hogen ouz kerent klouar, bet hanter-gontammet o empenn en o yaouankiz dre ar skoliou nevez hag a ouie ar galleg kerkouls hag ar brezoneg.
Da harpa ha da glokaat al labour divrezonek graet gant ar skoliou, e voe, dreist-holl abaoe an degadbloaziou 1890-1900, al labour divrezonek graet gant an oberou hag ar c’hazetennou, ken lik, ken kristen. Ar re-se, an oberou dreist-holl, a zo evel eur roued taolet war Vreiz-Izel, stankoc’h-stanka ar mailhou anezi bemdeiz. Hogos divrezonekaet eo bet ar vro [1]. Trôet eo bet penn-evit-penn, er remziadou nevez, spered ha menoziou ar remziadou koz a gare o yez hag o giziou. Sunet eo bet digant Breiz ar pep speredeka, ar pep kreñva, ar pep gwella e pep doare eus he bugale. Aet eo ar vro-mañ en he fez d’eur vengleuz danvez-tud (matériel humain, gouez d’ar C’hallaoued) ma tered daveti tud a bep seurd eus ar broiou-krec’h da gerc’hat diouz o ezommou. Amañ
- ↑ Gwelout levr Roparz Hemon, Enklask diwar-benn stad ar Brezoneg e 1928 (Levraoueg keltiek etrevrôadel, levrenn I), mouladur Gwalarn, Brest, 1930.