Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

yalc’hou, o c’halonou hag o speredou evit reiza hag urzia an divrôadeg, basta da ezommou kenta an divrôerien, hag o heñcha davet tachennou yac’husoc’h e pep giz eget labouradegou ha kêriou bras Bro-C’hall [1].

Peur-zifrouez evit ledidigez ar Brezoneg eo bet enta kresk ar boblañs e Breiz e-pad an XIXvet kantved. A-drugarez d’ar c’hresk-se, gwir eo, ez eas niver ar vrezonegerien war sevel betek tizout 1.300.000 a dud etro dibenn ar c’hantved-se, hervez jedadenn ar Breiz-Uhelad Paol Sebillot. Nemet ne spleitas ket ar gounid-se da leda ar yez er-maez [2]. Hag e Breiz-Izel zoken e voe kempouezet war goll hag hogos kaset da get ar c’hresk war niver ar vrezonegerien gant an taoliou reuzius e voe skôet neuze ouz ar Yez. Abaoe 1872-1873, hogen dreist-holl etre 1880 ha 1900, e voe staget da sevel dre-holl e Breiz-Izel skoliou pe lik pe gristen, hogen ken divrezonek an eil re hag ar re-all [3]. Dre saliou-herberc’hia-bugaligou e voe lakaet

— 52 —
  1. An oberiou talvoudusa bet krouet d’ar c’houlz-se evit an divrôerien a Vreiz eo ar Barrez vreizat savet gant an aotrou ’n abad Kadig e Pariz (gant skoazell an Ao. Jikel des Touches) ha Kelc’h sant Erwan (hemañ brezonekoc’h ha tuetoc’h d’hor Brôadelez) gant Laouig (Gwilherm ar Moal) e Sant-Denez (bannleo Pariz).
  2. Ar Vrezoned ermaeziet, ar re anezo en o oad, a zalc’h d’o yez peurliesa, pa gavont o zu da gaozeal kenetrezo. O bugale, avat, n’ouzont tamm ebet anezi.
  3. Betek 1860, ha divezatoc’h c’hoaz, e oa bet e parreziou Breiz-Izel skoliou bihan, ken evit ar baotred ken evit ar merc’hed, dalc’het gant brezonegerien eus ar vro. Er skoliouigou-se e tesked d’ar vugale a youl vat — n’oant tamm rediet da vont d’ar skol — lenn ha skriva e brezoneg, ar pedennou er yez-se hag e latin. A-drugarez d’ar skoliou-se, e kaved neuze kalz a Vrezoned a ouie lenn ar brezoneg hag al latin, hag i dic’houzvez a-grenn a lenn ar galleg. Frañsez Vallée hag an aotrou ’n abad Le Clerc (Kloareg ar Wern) o deus komzet d’in eus ar skoliouigou-se o doa gwelet en o bugeliez.