tad ar C’hladdalc’helez [1], hag, a bep amzer, kadourien : pennvrezelourien ha soudarded [2]. N’oa ket atao sent eus an dud-se. Hogen, bez’ez oant, da vihana, tud hag a lakae da zouja an ano brezon, tud hag a denne warno an azaouez, dre ma oa gwall-risklus beza dismegus en o c’heñver pe mont d’ezo diwar fae [3]. Ouz ar rummadou Brezoned-se eo e terefe enskrid-ardamez lorc’hus levr Choleau, neket ouz engroez ar beorien hag ar paourezed dizifenn a yeas, goude eur vuhez a zienez, a c’hlac’har hag a vez da leunia klañvdiou, putendiou ha beredou Bro-C’hall. Ne zere ket kennebeut an enskrid-ardamez kanmeulus-se d’an darn-vuia eus an dud uhel a veve e Breiz e mare an ermaeziadeg, noblañs, bourc’hizien, pinvidien a bep stad, anezo « Breiziz al lez-ober », n’o deus graet taol-striv efedus ebet evit trei ar walenn d’eur vad bennak, n’o deus ket meizet e oa o dlead unani o
- ↑ Edo brudet er mare-se ar Vrezoned e Gall evel kanerien ha sonerien. Ken niverus e oant degouezet en Okitania ma klemm Per de Mala diwar o fenn. Folquet a Varsilho a ra meneg eus ar fais de Bretanha. En eur pennad gwerzennou, e rebech Gerald de Gabreira d’eur jangler eus e vro beza dizakuit war e vicher : bieller fall ha kaner fall ma ’z oa. Etre meur a damall-all, e laka hemañ warnañ :
Non sabz fenir
Al mieu albir
A tempradura de Breton.« N’ouzont ket kloza, d’am meno, dre an treus-skeuliata-ton e-giz ar Vrezoned », Ch. Gidel, Hist. de la littér. fr. 1875, pp. 51-2, 121.
- ↑ Kenta bagad Brezoned a yeas eus Breiz-Vihan da vrezelekaat er broiou-krec’h eo hini ar roue Riothamos er VIvet kantved. Keit hag ar pagus Bituricus (ar Beri bremañ) ez eas.
- ↑ Ar ger gallek bretteur « paotr e gleze dic’houin dalc’hmat » a zeu eus brette (furm wregel ar galleg Breton) a veze lavaret eus kleze hir Brezoned ar Grenn-amzer.