Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
X. AN ERMAEZIADEGOU-TUD
DISPLEITUS DA LEDA AR YEZ :
AN ERMAEZIADEGOU PEORIEN
DIZESK HA DISTUR
HINI VREIZIZ E BRO-C’HALL
E DIBENN AN XIXvet KANTVED
HAG E DEROU AN XXvet


Disheñvel e c’hoarvez pa vez an divrôerien tud dizesk, didra, dizifenn ha distur. Unan eus ar mantrusa ermaeziadegou a zo bet en hon Amzer eo hini ar Vrezoned hag ar Brezonezed yaouank eus korniou paoura Breiz-Izel davet ar broiou-krec’h, Breiz-Uhel ha Bro-C’hall, e dibenn an XIXvet kantved hag e derou an XXvet. Eur Breiz-Uhelad, an Ao. Yan Choleau (Yan Kerper) en deus savet eul levr kelennus da lenn diwar-benn an ermaeziadeg-se [1]. Nemet sabatuet a-grenn e rank menel an neb a anav ar reuziou hag an dismegañsou diniver a zo bet da heul an divrôadeg-se, pa lenn, enskrivet war talbenn levr Choleau, an diou werzenn-mañ :

Dre-holl e lec’h an heol a bar
Ar Breisad a vale heb e bar.

E-doug ar Grenn-amzer (e mare rouantelez Vreiz, ha, diwezatoc’h, e gre an Dugelez), ha, goude-se, er pennad-amzer-etre, pa n’edo ken eus Breiz nemet eur « proviñs » eus rouantelez Vro-C’hall, he deus kaset ar Vro-mañ kalz a zivrôerien er broiou-krec’h ha dre Europa a-bez : krouzerien ha telennerien e pran-

— 50 —
  1. Yan Choleau, l’expansion bretonne au XXe siècle, 1922.