Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
diouz holl ezommou ar vuhez : buhez ar c’horf, buhez ar spered ha buhez an ene. Gallaoued ar C’hanada o deus kavet peurliesa seurd blenierien en o c’henvroïz aet da veleien, leaned ha leanezed. Bet o deus, ouspenn, skoazell digant beleien, leaned ha leanezed degaset eus a Vro-C’hall. Harpet eo bet an holl strivadou-se gant pennou Iliz Rom , dre ma welent sklaer e oa mad an lliz-se e vije startaet er C’hanada an enezennad c’hallegerien gatolik ouz ar morad a saoznegerien hugunodek ouz o grounna, ar saoznekaat o tegas d’e heul, nao gwech war zek, evit an den saoznekaet, an trei war ar brotestantiez [1].
— 49 —
- ↑ Diwar-benn poblidigez ar C’hanada, e istor, h.a., lenn : F.X. Garneau, Histoire du Canada, 3 levrenn, Kebek, 1852 ; A. Ferland, Cours d’hist. du Canada, 2 levrenn, Kebek. 1861 ; Taillon, Hist. de la colonie française du Canada, 2 levrenn, Montreal, 1865 ; Moreau, Hist. de l’Acadie française, Pariz, 1873 ; P. Margry, Découvertes et établissements des Français dans l’Amérique septentrionale, 6 levrenn, 1888 ; Sylva Clapin, La France transatlantique : le Canada, 1885 ; Gailly de Taurines, La Nation canadienne, 1894 ; G. du Bosq de Beaumont, Une mission en Acadie, war T. du M. 1900. H.a. Ne vern pegen bras eo bet roll an dud a iliz e miridigez ar galleg er C’hanada, arabat ankounac’haat ez eus bet ivez liked o kenoberia ganto : tud eus an noblañs ha tud eus ar renkadou-etre. Istor an tiegeziou-se, a zo bet evel framm ha stern ar c’hallegerien a veve war riblou ar Sant-Lorans, a vo kavet war Le Bulletin de recherches historiques, Levis (Kanada).