Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/50

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
IX. KRESK-POBLANS HA LEDA-YEZ
KRESK WAR NIVER AR C’HALLEGERIEN
EN NORZ-AMERIKA EN HON AMZER


Peuz-didalvez eo lavarout penaos kenta tra a ro lusk d’eur yez d’en em leda eo feur uhel ar ganedigeziou. Dre m’o devez Gallaoued ar C’hanada tiadou a bemzek, ugent bugel, hag ouspenn, o deus gallet kreski eus 65.000 m’edont e 1759 da dri milion hanter e 1930, trec’hi da herzel ouz ar saozneg e bro-Gebek, ha lakaat ar yez-se en argoll zoken e meur a gontelez eus bro-Ontario, hag e broiou a-bez eus korn biz ar Stadou-Unanet : Men, New-Hampshire, Vermont, Massachussetts, Rhode-Island.

N’eo ket a-walc’h koulskoude kresk ar boblañs en eur vro hag an ermaeziadegou a dud yaouank o tont da heul evit lakaat yez ar vro-se da c’hounit tachenn ha suraat d’ezi he buhez en diavaez. Ret eo e vefe eus an divrôerien brôadelerien emskiantek, d’ezo eun anaoudegez veo eus istor o fobl, stad enno, da heul, gant kement a ra o brôadelez. Ret eo ouspenn e vefent bleniet, ambilhet ha kenstrollet gant tud desket kenyez d’ezo, a ouezo maga e pep giz ar skiant hag ar yez vrôadel en o zouez dre ober skol d’ar vugale ha dre sevel, evit an dud en o oad, kevredadou

— 48 —