Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/48

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

tik en hanternoz, ha menez Oural er reter. Yezou bras en o fez evel an illirieg, an thrakeg hag ar skutheg (bet, gwir eo, brallet o galloud gant argadadennou ar Gelteg hag ar C’hermaned) a zo bet peurvouget gant ar slaveg. Eur yez-all, ar finneg, he deus kollet kalz a vro dirazañ. A-hend-all, ar c’hollou en deus bet ar slaveg da c’houzañv a-berz ar germaneg diouz tu ar c’hornog, etro dibenn ar Grennamzer a zo bet ouspenn dic’haouet gant an emledidigez, c’hoarvezet-en hon Amzer, eus ar rusianeg a-dreuz-penn da Siberia betek ar mor Habask [1].


VIII. YEZOU INDEZEUROPEK-ALL
EUS AN HEN-AMZER
KENINDEZEUROPEG AR RAGISTORVEZ
YEZOU ARIEK AN INDEZ


Kenderc’hel da zibuna berr-ha-berr evel-se istor ar yezou indezeuropek e vefe hiraat an notennou-mañ hep ken a c’hounid evit al lenner. Ar yezou bras indezeuropek eus an Hen-amzer aet da get e dibenn ar marevez-se, ibereg, ligureg, illirieg, thrakeg, sku-

— 46 —
  1. Lenn, e levr L. Léger, Le Monde slave, études politiques et littéraires, eil mouladur, 1897, ar pennad diwar-benn ar rusianeg hag emledidigez ar yezou slavek. A-zivout emfennadeg ar Rusianed war Azia : Edgar Boulangier, Voyage à Merv : les Russes dans l’Asie Centrale et le chemin de fer transcaspien, 1888 (mouladur distag ; diwar T. du M. 1887) ; J. Carol, Colonisation russe : les Deux Routes du Caucase, 1899 ; P. Combes, Le chemin de fer Transsibérien, war A travers le Monde, 1899, pp. 113-6 ; Gustav Regelsperger, Les Russes en Asie, war La Russie géographique, ethnologique, historigue, etc. embannet gant Larousse, trede mouladur, 1900, pp. 118-39 ; Paol Labbé, Les Russes en Extrême-Orient, 1904.