Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

rika, Su-Afrika, Aostralia, Tasmania ha Nevez-Zeland [1].


VII. EMLEDIDIGEZ AR SLAVEG


Ar slaveg a ziskouez beza kemeret ar stummadou a ro d’ezañ eun neuz dioutañ e-unan er vro koadek ha geuniek aradennet gant menez Karpat. Da amezeien en doa d’ar mare-se, diouz tu an hanternoz, ar yezou baltek ; diouz tu ar c’hornog, an illirieg, ha, diwezatoc’h, ar c’heltieg hag ar germaneg ; diouz tu ar c’hreisteiz, an thrakeg ; diouz tu ar reter, ar yezou iranek komzet gant ar Skuthed e kreisteiz Rusia (e rannvro ar geotegou) hag ar yezou finnek komzet el lodennou kreiz anezi (e rannvro ar c’hoadou) [2].

Diwar goust an holl yezou-se eo e reas ar slaveg e emledidigez, e dibenn an Hen-amzer hag e derou ar Grenn-amzer, ken ma voe tizet gantañ an Elv er c’hornog, mor Adria er Chreisteiz [3], ar mor Bal-

— 41 —
  1. Hiniennou eus ar penna levriou da lenn a-zivout emfennadeg ar Saozon war ar bed a zo bet meneget en eun notenn uheloc’h. Diwar-benn emfennadeg Hollandiz : G. Aubert, Le Transvaal et l’Angleterre en Afrique du Sud, 1900 ; H. Deherain, Un ancêtre des Boers : Henning Husing, ebarz Etudes sur l’Afrique, kenta levrenn, 1904, pp. 214-51 ; L’expansion des Boers au XIXe siècle, 1905 ; Etudes sur l’Afrique, eil levrenn, Le Cap de Bonne-Espérance au XVIIe siècle, 1909 ; Ch. de Lannoy ha Van der Linden, Histoire de l’expansion coloniale des peuples européens : II, Néerlande et Danemark, Brussel, 1911
  2. L. Léger, Les anciennes civilisations slaves, 1921 ; Lubor Niederle, Manuel de l’Antiquité slave, troïdigez c’hallek e diou levrenn, 1923, 1926.
  3. War-du ar c’hreisteiz, ar Slaved a zo aet betek penn pella bro-Hellaz. Bez’ ez eus bet meuriadou Slaved o veva e Lakonia hag e rannvroiou-all eus ar C’hres, e-pad ar Grenn-amzer, nemet peurhellenekaet ez int bet abaoe.