Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ivez diwar goust yezou indezeuropek-all, ligureg (?), illirieg, thrakeg, h. a., en doa ar c’heltieg lezet da veva e traonienn an Danao ha war an aradennadou-meneziou en hanternoz d’ezi.

Brasa emledidigez ar poblou germanek war Europa a c’hoarvezas er Vvet kantved goude H. S., pa gouezas da vat ar sparlenn stignet outo gant an Impalaerded roman. Neuze en em fennjont war enez-Vreiz, Galia, Italia, Iberia ha betek en Norz-Afrika. Nemet uan a-walc’h, a-benn eun daou pe dri c’hantved, e kollas ar C’hermaned aet da veva en Afrika, en Iberia, en Italia hag e Galia, o yez, hag ez ejont da romanegerien. Eus an douarou gounezet gant argadadegou bras ar Vvet kantved, ne vanas d’ar yez c’hermanek nemet ar gevrenn a enez-Vreiz ma reomp anezi bro-Saoz, an douarou a-hed glann gleiz ar Roen, ha douarou-all en Helvetia ha war an Alpou.

Ar vrôad-douar etre an Elv hag ar Vistula, bet peuz-didudet er Vvet kantved gant divrôadeg vras ar poblou germanek davet Galia, Italia hag Iberia, a oa bet adtudet gant Slaved, ha slaveget gant ar re-se an nemorant a C’hermaned a vane enni. Aloubet e voe ar vro slavekaet-se gant an Alamaned e-kerz an XIIvet hag an XIIIvet kantved, ha germanekaet adarre tamm-ha-tamm ar boblañs anezi [1].

En hon Amzer, diou yez c’hermanek a zo bet ledet e broiou-tremor gant trevadennerien a-viliadou : an hollandeg e Kreisteiz-Afrika : ar saozneg e Norz-Ame-

— 40 —
  1. E. Tonnelat, Histoire de la langue allemande, 1927, pp. 106-11.