Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/39

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


A-hend-all an hena anoiou a anavezomp d’an teir bro a zo anezo kevrenn walarn Europa, Oistrumnis, Oestrumnis (an Arvorig), Albio (enez-Vreiz), Iverio (Iwerzon) a zo stummet peurheñvel ouz anoiou indezeuropek-rik. Nemet e vefe Iverio distreset diwar eur furm gosoc’h Iberia, ez eus anezi, moarvat, stumm keltiek eun ano indezieuropek * Piverio, kar d’ar sanskriteg pivari, d’ar gresianeg piaros « druz, strujus », Pieria (bro ar Muzezed). Albio a zo diwar eur wrizienn-c’her he deus talvezet da vammenn da eleiz a anoiou stêriou, meneziou ha kêriou er broiou indezeuropek : Alba, Albona, Albis, Albula, h. a. Evit Oistrumnis, Oestrumnis, e tiskouez beza diwar ar wrizienn indezeuropek he deus graet berz dreist-holl er yezou germanek evel ano ar C’hornog, ar C’huz-heol. Eun ano gwan d’an derez uhela e vije anezi, o talvezout kement hag « ar Gornoka ». Keñveria, evit ar gourfennger, ar c’harieg lôrumnon « an douna, an dounig-doun ».


VI. EMLEDIDIGEZ AR GERMANEG


Istor ar germaneg hag istor ar slaveg a zo heñvelderiou bras etrezo hag istor ar c’heltieg. Kenta broiou m’eo bet komzet germaneg enno eo beg kreisteiz ledenez Skandinavia, ledenez ar Jutland hag an enezennou etrezo [1]. Diwar an trede kantved kent H. S. e stagas ar germaneg d’en em astenn war-du ar c’hreisteiz, etre ar Roen hag ar Vistula, davet an Danao, diwar goust ar c’heltieg peurliesa, hag

— 37 —
  1. T.E. Karsten, Les anciens Germains, 1931, p. 27 (kartenn).