vrud, evel ma strivas diwezatoc’h d’en em romanekaat diwar an hevelep abegou ar milmiliadou a Etrusked, a Osk-Ombriz, a Ligured, a Illiriz, a Dhraked, a Gelted, a Iberiz bet kouezet e dalc’h Rom. Ne vern petra e ve yez, gouenn ha sevenadur ar poblou trec’het, an abegou-luska d’an troka-yez ha d’ar c’hemma-brôadelez a vez, bepred hag e pep lec’h, an hevelep re [1].
An tachennou aloubet gant ar c’heltieg en Iberia a zo bet gounezet diwar goust ar yezou iberek ; e Kreisteiz Galia diwar goust an ibereg hag al ligureg ; en Hanternoz Italia diwar goust al ligureg, an etruskeg, an illirieg hag ar yezou oskek-ombriek ; e Kreiz Europa hag er Reter anezi diwar goust ar yezou illiriek ha thrakek. Evit Kornog ha Gwalarn Europa, n’ouzomp ket pe zoare yezou en deus bet ar c’heltieg da ziberc’henna ha da vouga evit en em leda. Goulakaet ez eus bet e oa eus ar yezou-se yezou nann-indezeuropek [2], nemet n’eus diazez ebet d’ar goulakadur-se. Kerkouls indezeuropek e tiskouez beza an henanoiou stêriou ha meneziou e Kornog ha Gwalarn
- ↑ A. Dauzat. La Vie du Langage, 1910, pp. 161-78.
- ↑ Amploc’h zoken a zo bet lavaret, pa ’z eo bet lakaet gant darn e oa eus yezou rakkeltiek ar Gwalarn yezou finnougriek, ha gant darn-all e oa anezo yezou c’hamitek (kar, da heul, da yezou berberek Norz-Afrika ha d’an ejipteg). Keñveria J.E. Lloyd, A History of Wales from the earliest times to the Edwardian Conquest, London, 1911, ha burutelladenn al levr-se gant E. Anwyl, war Rev. celt, 1911, p. 358. Mat eo lavarout amañ e lusk darn eus gouizieka hag amparta yezoniourien hon Amzer da gredi ez eus bet eur bell-gerentiez bennak etre an teir yez veur ragistorek ma tinaou diouto an darn-vuia eus ar yezou komzet gant ar Wenngroc’heneien e-pad an istorvez : ar c’henindezeuropeg, ar c’henouraleg (ma tiver dioutañ ar yezou finnougriek), ar c’hamiteg-semiteg.