Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/35

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

korii « ar Peder armead » (iwerzoneg cuire « armead » = * korios) [1] ; Katuriges « Roued an Emgann » ; Bituriges « Roueed ar Bed » pe « ar Roueed da virviken » [2] ; h. a.

Ar bagadou brezelourien-se, difluket bep an amzer eus kavell ar ouenn, eo o deus savet ar pez a zo bet anvet gant an istorourien an Impalaerded keltiek. Dre nerz o armou, e kreskjont tamm-ha-tamm, a-hed kantvedou, domani kent o brôad a ziskouez beza bet eur c’horn pe gorn eus ar vro bevennet gant an teir stêr Roen, Elv ha Danao uhela. Ken m’en em gavas diazezet eun deiz beli ar Gelted war ar pep brasa eus Europa, adalek Iwerzon betek Thrakia, hag eus Iberia da Skuthia [3]. O zrec’hiou er brezel, ar c’hlod a zeuas da skedi war o ano, ar madou gounezet ganto hag a rannent brokus etre o gwizien [4], a dennas daveto keneiled, kevredidi, mevelien, heulierien, meulaozerien eleiz, a strivas d’en em geltiekaat dre c’hoant d’o mad kerkouls ha dre c’hoant d’o em-

— 33 —
  1. Ar ger korios a zo aet da get e brezoneg. Bez’ ez eus eun aspadenn distreset anezan en ano-lec’h Treger, a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek Trikorii « An Teir armead ».
  2. H. d’Arbois de Jubainville, Les Noms gaulois chez César et Hirtius, 1891, pp. 19-34, 87-100.
  3. Ar penna levriou da lenn diwar-benn aloubadennou-brezel ar Gelted ha savidigez an Impalaerded keltiek eo ar re-mañ : H. d’Arbois de Jubainville, les Premiers Habitants de l’Europe, II, eil mouladur, 1894, pp. 254-421 ; Les Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’en l’an 100 avant notre ère, 1904 ; G. Dottin, Manuel pour servir à l’Etude de l’Antiquité celtique, eil mouladur, 1915, pp. 393-463 ; A. Grenier, Les Gaulois, 1923 ; H. Hubert, Les Celtes, l’expansion celtique et la civilisation celtique, 2 levrenn, 1932 (eus ar gwella, hogen leun a vankou-mouladurez dre ma ’z eo bet embannet goude maro Herri Hubert gant tud dic’houzvez a-grenn eus ar yezou keltiek).
  4. Keñveria Diodorus Siculus, V, 29.