Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/34

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

tet war vicher an armou. O ano-meur brôadel end-eeun a laka anat kement-se : Kelta (lïester Keltas) a dalv « kadour, brezelour ». Ar germaneg koz a oa gantañ, e-touez e c’heriou, an daouad-mañ : hildis « brezelourez » ha hildia « emgann », a zalc’h lec’h furmou raggermanek kosoc’h * keltis ha * keltia [1]. En hevelep doare, an anoiou-all, bet douget gant ar poblou diforc’het diouz brôad ar Gelted kosa, a zo peurliesa anoiou brezelek, anoiou emlorc’ha ha sponta a-seurd gant ar re a gemerje kevredadou-kadourien en em stummet evit an argaderez hag an alouberez : Volkas (unander Volka) « ar Re Oberiant » (iwerzoneg folg « dillo, oberiant » = * volkos) pe « ar Falc’huned » kembraeg gwalc’h « falc’hun ») [2]; Galatas (« ar Re Gadarn » (iwerzoneg galde « kadarn, kalonek » = * galatios) [3]; Gaisatas « ar C’hoafbanneien, ar C’hoaf-bannataerien » (iwerzoneg gaide « goafbannek, armet gant eur goaf-bann » = * gaisatios) ; Rêmi « ar Re Genta, ar Briñsed » (kembraeg rhwyf, hen-gerneveg ruif « rener, roue » = * rêmos, diwar an hevelep gwrizienn indezeuropek hag al latin primus) ; Petru-

— 32 —
  1. H. d’Arbois de Jubainville, Les premiers habitants de l’Europe d’aprés les écrivains de l’Antiquité et les travaux des linguistes, II, eil mouladur. 1894. pp. 350, 420-1.
  2. Kehelidigez ar falc’hun a hañval beza bet boutin etre an holl boblou o veva e dibenn ar ragistorvez war an aradennadou-meneziou en em astenn en hanternoz da draonienn an Danao. Her c’havout a raer skignet e-touez brôadou eus an Hen-amzer a zo deuet d’ezo darn eus elfennadou o foblañs eus ar vro-se : Thraked, Hittited. Ludianed, Slaved. Rev. de l’Hist. des Religions, 1910, p. 372 ; 1913, p. 296 ; C. Autran, war Babyloniaca, VIII, 1924, pp. 152-3, 156-7, 211-4.
  3. An unander Galata, aet da ano-lec’h e Galia, e gre ar Romaned a zo bet distummet e Jalde, Jaude gant ar galleg, Rev. celt. 1911, p. 120.