walc’h gant heñvel emañ an diaesteriou o deus bet da drec’hi.
Evel ar Romaned, ar Gelted o deus ranket ober ouz poblou stank, pe gevatal pe zamgevatal d’ezo e pep doare. Unvan pe unvanoc’h eo bet sevenadur Europa e-pad oadvez an arem ha kenta oadveziou an houarn, evel m’hen laka anat an traezou oberiet o tenna d’ar mareveziou-se bet kavadennet dre-holl enni. A-enep-rik d’ar pez a gred d’an dud « desket », hogen manet dic’houzvez a-grenn eus an imbourc’hiou a hendraouriez ragistorek ha kentistorek bet kaset war-raok e-pad ar pevar-ugent vloaz diweza, n’emañ ket Europa, e-kerz an trede, an eil hag ar c’henta milved kent H. S., eur gouelec’h baleet gant eun nebeut gouezidi [1]. Tudet eo, ha tudet stank a-walc’h zoken e kevrennou-zo anezi, gant pobladou gounideien-douar ha magerien-loened. N’eus ket a zisheñvelderiou bras etre armou, binviou-labour, tïez, h. a., an holl boblou-se. Heñvel ivez pe zamheñvel dre-holl e tle beza stad ar gevredigez, ar giziou, ar c’hredennou. Ar Gelted a zo bet, en derou, unan eus ar poblou-se. Diwar darvoudou dianav d’eomp, e teujont da veza brezelgaroc’h eget ar re-all, gwelloc’h arou-
- ↑ Evit kavout gwir ouezidi en Europa, e ranker sevel betek an oadveziou-a-dremen etre hen-varevez ha nevez-varevez ar maen. Arabat, evelkent, izelaat en abeg d’o gouezoni ar belldiagentidi-se d’eomp. Tud korfet-kaer a zo bet anezo peurliesa, da vont d’ezo diouz o relegou, ha diskouezet o deus ampartiz o dourn hag ijin o spered en traezou oberiet manet en o dilerc’h. Kalz eus ar ouezidi-vremañ a zo kerkouls hag i er c’heñveriou-se. Aostraliz zoken, bet tremenet d’ar re astuta eus an holl ouezidi a dalv war ar brud laket d’ezo. « Trec’h ez int, dre lemmder o spered, da Vreiz-Veuriz ar bobl », P. Descamps, op. cit. pp. 68-9.