Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
ober fae war perziou-mat ar Saozon : kaleted-korf, nerz-kalon, hardiziegez, emvestroniez (self-control), emfiziañs (self-reliance), emsikour (self-help), emzibaberez, h. a., o deus o lakaet da drec’hi war euz ar moriou bras hag ar gouelec’hiou. Ken arabat-all eo teurel dismegañs war doare-spered ar Romaned p’en deus o barrekaet da faeza er brezel tud kadarn a-gantmiliadou, ha, goude o faeza, d’o hoala da zont da Romaned ha da latinegerien.
V. KENVERIADENN ETRE EMLEDIDIGEZ
AL LATIN HAG EMLEDIDIGEZ AR
C’HELTIEG
AL LATIN HAG EMLEDIDIGEZ AR
C’HELTIEG
Etre ar IVvet kantved kent H. S. hag ar IVvet kantved goude eo e c’hoarvezas emledidigez al latin. Hini ar c’heltieg a zo bet abretoc’h : etre an XXvet-Xvet kantved hag ar Ia kantved kent H. S. [1]. Danvez a zo en eil hag eben d’o c’heñveria ha d’o nesaat a--
- ↑ Ar c’hosa kantved meneget amañ a zo darbaret d’eomp dre argadidigez enez-Vreiz gant gouenn Vorreby, da lavarout eo gant pobl ar c'hrugellou krenn (round barrows), ma tegemerer da wir goulakadur J. Loth e oa anezo keltiegerien, La 1re apparition des Celtes dans l’île de Bretagne et en Gaule, war Rev. celt. 1920-1921, pp. 259-88 (keñveria Kamilh Jullian, Rev. des Et. anc. 1921, p. 327, n. 1 ; 1922, p. 160). Evit an nevesa kantved, e kemeromp harp war an darvoud meneget gant A. Dauzat, Les noms des lieux, origine et évolution, 1926, pp. 109-10 (emskignidigez ar c’heltieg e-touez Ibered ha Ligured mervent Galia goude aloubidigez ar vro-se gant ar Romaned).