Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/31

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

kavet dirazo poblou stank ha kevatal d’ezo hogos e pep keñver, pe, da vihana, e meur a geñver, eun nebeut araozo zoken e keñveriou-zo, evel an Etrusked hag ar C’hresianed a oa trec’h d’ar Romaned evel arzourien ha saverien-diez, pe evel ar Gelted a oa trec’h d’ezo evel govelerien-houarn, karrerien, labourerien-douar ha magerien-chatal, kezeg dreist-holl [1]. Ar poblou o deus bet ar Romaned da drec’hi n’oa ket anezo meuriadou dister a-seurd a vije bet diaes d’ezo kas war an dachenn-vrezel eun nebeut kantadou a vrezelourien ha pa na vije ken, hogen brôadou bras o veva diwar an hada-edou hag ar maga-loened, stank ha paot an dud enno, ha gouest dre-se da gas d’an emgann kadourien a-viliadou. Eus ar starta eo bet ar stourmad o deus bet ar Romaned da ren evit digornbrôa diouz al Latium da genta, ha, goude-se, e-pad meur a gantved, evit diogelaat (suraat) miridigez kement tachenn o doa gounezet dre c’hounit tachennou-all pelloc’h [2]. Arabat, evit gwir,

— 29 —
  1. G. Dottin, Manuel pour servir à l’étude de l’Antiquité celtique, eil mouladur, 1915, passim ; H. Hubert, Les Celtes, 2 levren 1932, pass. ; J. Loth, Les noms du cheval chez les Celtes en relation avec quelques problèmes archéologiques, 1925 (mouladur distag ; diwar Mém. de l’Acad. des Ins. et Bel. Let.) ; lenn ar renta-kont gant A. Meillet, war Bul. de la Soc. de Ling. de Paris, levrenn 27, feskad 2, niverenn 82, 1927.
  2. Eveziadennou eus ar fura, diwar-benn ar pennabegou a lakaas ar Romaned da ledanaat bepred tachenn o aloubadennou, a vo kavet e levr Moris Holleaux, Rome, la Grèce et les Monarchies hellénistiques au IIIe siècle avant Jésus-Christ, 1921. Renta-kont gant G. Radet, war Rev. des Etudes anc. 1923, pp. 189-91.