Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/30

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

a oa hemolc’herien, pesketaerien ha labourerien-douar keñveriadus e pep doare ouz nevez-oadvezidi ar maen en Europa. Ar pep muia eus Morianed Afrika, anezo gounideien-douar ha saverien-chatal (pe chatal bras pe chatal munut) a oa da lakaat keñver-ha-keñver gant ar poblou a veve en Europa e marevez ar c’houevr hag e marevez an arem [1]. Tra ziaes n’edo ket trec’hi ha diberc’henna ar seurd poblou evit tud kerkouls armet ha m’edo Saozon hon Amzer.

Ar Romaned eus an Hen-amzer, en enep, o deus

— 28 —
  1. J. Deniker, Les Races et les Peuples de la Terre, kenta mouladur, 1900 ; P. Descamps, Etat social des Peuples sauvages, 1930. Bez e c’heller derc’hel gant ar c’heñveriadur ha lavarout o deus ar Saozon kavet en India poblou hag a oa e meur a geñver pazenn-ouz-pazenn gant Hen-amzeriz ha Krenn-amzeriz Europa. Komz a ran amañ eus ar pep seveneta eus Indeziz hag e lezan er-maez ar meuriadou gouezidi a gaved c’hoaz en XIXvet kantved e meneziou, koadou ha janglennou ar vro vras-se. L. Rousselet, l’Inde des Rajahs. war T. du M. 1871, 1872, 1873, 1874 ; mouladur distag, 1877 ; G. Le Bon, l’Inde monumentale, 5 levrenn, 1885 ; Les Civilisaltons de l’Inde, 1887 ; Les Monuments de l’Inde, 1893 ; R. Grousset, Les Civilisations de l’Orient, eil levrenn : l’Inde 1930.