Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/29

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

[1]. Dont a ra da veza yez Norz-Amerika hogos en he fez. En em skigna a ra en Afrika, Aostralia, Tasmania ha Nevez-Zeland. Mont a ra da yez-rena-Stad en India, ha da yez ar c’henwerz dre ar bed-holl [2].

Hollvedeloc’h eo bet emskignidigez ar saozneg en hon Amzer eget hini al latin en Hen-amzer. Muioc’h a saoznegerien a zo bremañ eget n’eus bet a latinegerien gwechall. Aesoc’h koulskoude eo bet emledidigez ar saozneg eget emledidigez al latin. Ar pep brasa, ar pep diaesa da drec’hi eus an harzou o deus kavet ar Saozon war o hent a zeue a-berz an Natur : amzer yen-skourn er C’hanada hag en hanternoz ar Stadou-Unanet, tomm-poaz en Afrika, en India hag en Aostralia ; moriou bras da dreiza ; douarou ec’hon-divent, gouez ha dianav da ergerzout, da anavezadenna ha da zifraosta. H. a. A-berz an dud, en enep, rouez, armet-fall ha warlerc’hiet e-keñver sevenadurez, e oa nebeut da zouja. An Eskimôed, an darn-vuia eus Indianed ar C’hanada, Bochimaned Su-Afrika, Aostraliz ha Tasmaniz a oa anezo meuriadou hemolc’herien ha pesketaerien manet war ar bazennad-sevenadur a oa bet hini Europiz en oadveziou-a-dremen etre hen-varevez ha nevez-varevez ar maen. Indianed ar Stadou-Unanet dre vras ha Nevez-Zelandiz

— 27 —
  1. Bez ez eus pajennadou eus ar gwella da lenn diwar-benn an darvoudou-se (hag an dreuzfurmidigez a zo bet da heul e temz-spered hag e buhez ar Saozon) e levriou Maks Leclerc, Les Professions et la Société en Angleterre, trede mouladur, 1908, pp. 183-293 ; L’Education des classes moyennes et dirigeantes en Angleterre, pempet mouladur, 1908 ; hag e levr E. Boutmy, Essai d’une psychologie politique du Peuple anglais au XIXe siècle, 1901.
  2. J. Seeley, The Expansion of England, London, 1883 ; G.L. Beer, The Origins of the British Colonial system, 1578-1660, New-York. 1908. — Kingsford, History of Canada, 8 levrenn, London, 1887-1896 ; Adam, The Canadian North-West, its History, Toronto, 1885 ; H.H. Bancroff, History of British Columbia, San-Fransisko, 1887. — Hepworth Dixon, La Conquète blanche, war Tour du Monde, 1876 ; Brockett, Our western Empire, Filadelfia, 1882 ; G. Bancroft, History of the United States, 6 levrenn, London 1882 ; J. Winsor, The Westward Movement : the Colonies and the Republic West of the Alleghanies, 1763-1798, Boston, 1897 ; Firmin Roz, Histoire des Etats-Unis, 1930. — Greswell, Our South African Empire, 2 levrenn, London, 1885 ; G Mac Call Theal, History of South Africa, 5 levrenn London, 1889-1897 ; A. Wilmot, The Story of the Expansion of Southern Africa, London, 1894 ; Lugard, The Rise of our East Africa Empire, 2 levrenn, London 1892 ; Cameron, Our future Highway towards India, 1880 ; E. Aubin, Les Anglais aux Indes et en Egypte, 1899 ; A. Métin, la Transformation de l’Egypte, 1903 ; A. Biovès, Les Anglais dans l’Inde : Warren Hastings (1772-1785) 1904 ; Seur Alfred Lyall, The Rise and Expansion of the British Dominion in India, 1910 ; Didrel, Russes et Anglais en Asie centrale, 1904 : H. Cordier, Histoire des relations de la Chine arec les Puissances occidentales, 3 levrenn 1901-1902, — Per Leroy-Beaulieu, Les nouvelles Sociétés anglo-saxonnes : Australie et Nouvelle-Zélande, Afrique du Sud, trede mouladur, 1907 ; J. Foster Fraser. L’Australie : comment se fait une nation, pevare mouladur, 1916. H.a.