Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/28

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

net o deus rôet d’ezañ da dachenn d’en em leda Italia a-bez, Illiria, Thrakia, Galia, Iberia ha Norz-Afrika. Bez’ e vougas ar yezou komzet er broiou-se, nemet koll a reas e unvanded war-bouez en em skigna. An rannyezou diwarnañ a zo en em ledet d’o zro, e derou an Amzer-vremañ, war eul lodenn vras eus Amerika [1].


IV. KENVERIADENN ETRE EMLEDIDIGEZ
AL LATIN EN HEN-AMZER HAG
EMLEDIDIGEZ AR SAOZNEG EN HON AMZER


En tu-hont d’ar spagnoleg ha d’ar portugaleg, eur yez europek-all, en hon Amzer, he deus graet berz dre en em leda dre-holl evel al latin gwechall. Ar saozneg an hini eo. Eur yez vihan eo-heñ ivez en e zerou, komzet en eun darn hepken eus Breiz-Veur. Trec’hi ar brezoneg en darn-se, e ziberc’henna hag e vouga, setu en deus bet ar saozneg da ober da genta. Darbet e voe d’ezañ goude-se beza mouget d’e dro gant ar galleg degouezet en enezenn war-lerc’h Normaned Gwilherm an Alouber. Staga a ra ar saozneg d’en em leda er-maez da heul kavadennou an douarou-tremor ha kreskidigez ar verdeadurez e Bro-Saoz

— 26 —
  1. A-zivout ar yezou romanek pe nevez-latin komzet en Amerika, lenn al levriou meneget gant Meillet ha Cohen, Les Langues du Monde, 1924, pp. 57-61, notennou. Diwar-benn an darvoudou : levr Merriman meneget uheloc’h ; Lannoy ha Van der Linden, Hist. de l’expansion coloniale des peuples européens : Portugal et Espagne, Brussel, 1907 ; W.C. Abbott, The Expansion of Europe, a Social and Political History of the Modern World, London, 1925.