Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

zoug anoiou berr, anoiou unkevrennek, a-seurd gant ar re a veze douget, e-touez an indezeuropegerien-all, gant an dud eus an izela kendere.

Kadarnaet eo kement-se holl gant ar pez a anavezomp eus stad politikel al Latined e-doug ar VIIvet, ar VIvet hag ar Vvet kantved kent H. S. Beva a reont neuze e dalc’h an Etrusked, pobl c’halloudek a zo dindan he beli d’ar mare-se ar pep brasa eus Italia adalek kompezennou ar Po betek Kampania. An Etrusked o deus treuzneuziet ar seiz kêriadenn bet savet a-goz war bep a run, e-kreiz geuniou an Tibr, ha graet anezo eur gêr, Roma (Rema en etruskeg), ma teuas d’en em voda enni tud a bep micher hag a bep bro, dreist-holl Etrusked ha Gresianed. An Etrusked eo a bourchas, e-pad meur a gantved, ar reizawourien hag ar renerien m’o deus ezomm anezo ar gêr nevez hag ar vro tro-war-dro d’ezi [1].

Pep tra gant-se a hañvale beza o kenoberia da gas al latin d’ar maro. Kement-se a vije c’hoarvezet, moarvat, m’he dije padet hiroc’hik mestroniez an Etrusked war al Latium. O impalaerded o tinerza, an dizunvaniez o ren e-touez ar poblou oskek-ombriek hag e-kreiz ar c’hêriadou-Gresianed a veve e Kreisteiz

an Itali, setu an darvoudou a zigoras d’al Latined hent ar frankiz hag an trec’h. Ouspenn-se, en em gavout a reas en o zouez tud a benn a ouezas ober o mad eus an darvoudou ha lakaat o c’hraban war Rom [2]. An holl a oar pebez berz a reas da heul al latin. Trec’hadennou ar Romaned hag al Latined una-

— 24 —
  1. L. Homo, l’Italie primitive et les débuts de l’impérialisme romain, 1925, pp. 83-155.
  2. A. Meillet, Esquisse d’une histoire de la langue latine, kenta mouladur, p. 103.