Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/24

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

red, giziou hag anoiou al Latined o-unan. Bez’ ez eus anezo tud diwar ar maez, trouc’herien-vuzug kalet d’al labour, hogen fraost, difaltazi, rankles, arloupet war ar gounid ha piz. Sevel a reont moc’h, deñved ha saout, gwall-nebeut a gezeg. Mont a reont d’an emgann war droad peurliesa, ha neket war varc’h pe war girri-emgann evel m’emañ ar c’hiz gant ar pep gwella eus ar vrezelourien e-touez an indezeuropegerien-all [1]. Ne reont ken gant an anoiou-tud lieskevrennek, hir ha lorc’hus, a gar kemer, en holl boblou indezeuropek, ar vrezelourien a ouenn uhel : keltieg Urogenonertos « Nerzus evel ganadur an ejen-meur » ; germaneg Hariogaisas « Goaf-bann an armead » ; gresianeg Hippokratês « En deus nerz ar marc’h », thrakeg Sit(o)alkês « Nerz an Ed » ; skutheg Baioraspos « Dek mil marc’h » ; hen-berseg Bagadatês « Roêt gant Baga » (Baga « an Darnaouer-pinvidigeziou », unan eus anoiou Doue ; keñveria hen-slaveg bogu « doue », bogatu « pinvidik ») ; sanskriteg Devadatta « Roêt gant Doue ». h. a. Ar seurd anoiou a gaver betek dibenn an Hen-amzer, ha diwezatoc’h c’hoaz, e kement pobl indezeuropek he deus dalc’het da veza renet gant renkad an uhelidi veur. Gant al Latined n’eus roud ebet anezo : an holl gwitibunan a

— 22 —
  1. Pa dizas ar Romaned terri war o gwall-blanedenn ha mont eus trec’hidi da drec’herien e kendalc’hjont da veza troadeien. Ar strolladou soudarded roman (legiones) o deus astennet beli Rom eus meneziou Kaledonia d’an Atlas, hag eus Iberia da Vezopotamia, a oa anezo strolladou soudarded war droad. Nebeut a varc’hegiez a zo bet atao en armeadou roman, hag ez ae da ober ar pep gwella hag ar pep niverusa anezi diavaezourien nemetken : Kelted ha Numided dreist-holl e mare ar Republik, hag, a-unan ganto, diwezatoc’h, dindan an Impalaerded, Germaned, Thraked ha Sarmated.