an Istor warnañ, er VIIvet-Vvet kantved kent H. S., emañ al latin eur yez vihan komzet en eur c’horn hepken eus Italia, el Latium, eur vroig ha n’eo ket kement ha m’emañ Breiz-Izel hizio. Ha n’eo ket hennez ar c’heñveriadur nemetken a c’heller da ober etre stad al latin neuze ha stad ar brezoneg bremañ. Rannet eo al latin, evel ar brezoneg, etre meur a eilyez. Stumm en deus da veza, evel hor brezoneg, an aspadenn eus eur yez vras bet ledet gwechall war eur vro ledanoc’h. Enket, yennet a bep tu en em gav al latin etre ar mor, an etruskeg hag ar yezou oskek-ombriek. Er vro aloubet gant an etruskeg, ez eus c’hoaz eun enezennad-tud o komz latin, tud an Ager Faliscus pe gêriz Falerii [1]. Kollet o deus latinegerien al Latium ar renkad veur a uhelidi oberiant ha brezelgar, kabestrerien-boblou ha gouniderien-vroiou, a hañval beza bet, e dibenn ar ragistorvez hag e derou an istorvez, gwella lederien ar yezou indezeuropek. Ne van ken ganto nemet renkad-etre ar frank-koueriaded, perc’henned war zomaniou bihan, ha breuriezou beleien (breudeur Arval, h. a), mirerien lidou ha hengouniou.
Ar c’hemmadennou bras-se e stad-kevredigez al Latined a zo testeniet gant doare-beva, stumm-spe-
- ↑ Kentelius e meur a zoare eo ar pezig a anavezomp eus ar Falisked (Falisei). Ha d’ezo beza latinegerien, edont kevrenn e Kengevredad-meur an Etrusked. Kannaded a zileurent da vodadeg vrôadel an Etrusked e templ Voltumna. Stourm a-gevret gant an Etrusked a rejont ouz ar Romaned. Daoust d’o yez, e vezent sellet gant an holl evel Etrusked. Hag evit gwir, nemet ar yez, o doa degemeret doare-beva, giziou, kredennou hag arzou o c’hengevredidi.