Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/22

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

eilyezou n’emañ bremañ an italianeg, ar galleg, ar provañseg, ar c’hatalonieg, ar spagnoleg, ar portugaleg hag ar roumaneg nemet eun teskadig diwarnezo ? Nag ar skoliou-se, na pouez sevenadurez Rom, na levezon an Impalaerded, n’o deus lakaet harz ouz rannyezidigez al latin hag ouz ganedigez ar yezou romanek. Evel-se e c’hoarvezo d’ar yezou en em ledet en Amerika.

Evit ar yezou a zo o veva bremañ speurennet-klos en eur gichen en Europa, n’heller ober diougan ebet nemet hemañ : tonket eo abred pe ziwezat d’ar Stadou bras a welomp bremañ en hor rannved-ni dic’halloudekaat ha koueza, hag a-gevret ganto e tic’halloudekay hag e kouezo o yezou. Eürus neuze ar poblouïgou o devo dalc’het start d’o yezou e-doug ar c’hantvedveziadou a vac’homerez ! Digor hag ec’hon a gavint neuze da zienka , da zigornbrôa, d’en em leda ha da adkemerout o c’hreñv, ha da lakaat o lavar da drec’hi war yez o mac’homerien. An istor-se da zont, a vezo o hini neuze, eo istor tremenet an holl yezou en em ledet dre Europa en hen-amzer an istorvez.


III. ISTOR AL LATIN


Eus an holl yezou hen-amzeriat-se, n’eus hini ebet a gement ma anavezomp gwelloc’h an istor anezañ eget al latin [1]. Pa zeu da bara kenta skleuriou

— 20 —
  1. A. Meillet, Esquisse d’une histoire de la langue latine, 1928. An hevelep yezoniour en deus savet eul levr Aperçu d’une histoire de la langue grecque, kenta mouladur, 1913, a dalvez ar boan e lenn, dreist-holl ar pajennadou anezañ a-zivout ar yezou lennegel, a-zivout ar genyez (koinê) hag ar plegennou istorek a bouezas d’he stumma ; mougidigez ar rannyezou koz gant ar genyez ; rannyezidigez ar genyez ; savidigez eur genyez nevez. Netra kelennusoc’h, o veza ma ’z eo bet ar gresianeg unan eus brasa yezou-sevenadurez ar bed.