Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Ar c’hemmadennou bras-se a zo c’hoarvezet, holl gwitibunan, e-pad eur maread berr eus istor mab-den : an tregont pe zaou-ugent kantved m’eo bet o para warnañ sklerijenn an Istor [1]. N’eus arvar ebet da gaout e c'hoarvezo, en amzer-da-zont, kemmadennou ker bras-all n’omp ket evit diougana an darnvuia anezo.

Eun dra diarvar eo koulskoude en em ranno an nebeut yezou europek unvan en em ledet war Amerika etre eun niver a eilyezou, ha ne vezo ket ar skoliou evit mirout ouz ar rannyeza eus ar saozneg, eus ar spagnoleg hag eus ar portugaleg. N’eo ket eun albahenn a imbroudan amañ, pa zisplegan istor ar pez a zo bet hag a vezo adarre. Daoust ha mirout o deus graet en Hen-amzer ar skoliou latin savet dre-holl en Italia, e Galia hag en Iberia, daoust ha mirout o deus graet ouz yez vras unvan Rom d’en em vruzuna en eun niver stank a

— 19 —
  1. Berr da welout e teu ar maread-se pa lakaer an hed anezañ keñver-ha-keñver gant hed hoaladou meur Istor an Douar, hervez doare-jedi an douarourien a lavar an nebeuta : Kenta hoalad pe hoalad an divellkeineged, 18.750.000 bloaz. Eil hoalad pe hoalad ar pesked, an tousegeged hag ar stlejviled, 3.750.000 bloaz. Trede hoalad pe hoalad an evned hag ar bronneged, 2.500.000 bloaz. Pevare hoalad pe hoalad mab-den, 125.000 bloaz. An darn-vuia eus ar 125.000 bloaz-se a ya gant an oadveziou chellezel, acheulel ha mousterel. Dibenn amzer ar Skourn Bras a zo bet laket en eun doare diarvar a-walc’h da bevarzek mil bloaz diouzimp, da heul enklaskou ha studiou Ernest Antevs en Europa hag en Amerika : Swedish Late-Quaternary Geochronology, war The Geographical Review, 1925 ; On the pleistocen history of the Great Bassin (Carnegie Institution, niverenn 352), Washington, 1925 ; Retreat of the Last Ice-sheet in Eastern Canada (Geological Survey of Canada, skrid eñvor 146), Ottawa, 1925 ; The last Glaciation, embannet gant The American Geographical Society, New-York, 1928 ; h.a. Renta-kont gant Boule, war Anthr. 1929, pp. 149-52.