Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Morianed ar ragistorvez a hañval beza aet holl da get. Ar yezou komzet gant ar Vorianed-vremañ a ziskouez beza dinaouet, darn eus an hen-ejipteg pe ejipteg faraonek (da lavarout eo eus an doare ejipteg a veze komzet e traonienn an Nil e gre ar Faraoned, e-pad mareveziou kosa hen-amzer an istorvez), ar re-all eus an nevez-ejipteg pe gopteg (an doare ejipteg a zo bet komzet e traonienn an Nil p’edo traonienniz o veva a-beb-eil dindan yeo ar Bersed, ar C’hresianed, ar Romaned, Buzantiz hag an Arabed [1]. En Amerika, nemet e rannvroiou-zo eus ar Meksik, eus Kreiz-Amerika ha war aradennad an Andou (Perou ha Bolivia dreist-holl), ar yezou indianek, ha n’oa nemeto o veva war an douar-bras-se pemp kant vloaz a zo, a zo bet kemeret o lec’h gant yezou europek : saozneg ha yezou romanek [2].

— 18 —
  1. L. Homburger, Les noms égyptiens des parties du corps dans les langues négro-africaines, war Acad. des Ins. et Bel. Let., Comptes rendus, 1928, p. 371 ; Les langues africaines modernes et l’égyptien ancien, war Mém. de la Soc. de Ling. de Paris, XXIII, p. 149 ; Morphèmes communs à l’égyptien et aux langues négro-africaines, war Journal Asiatique, CCXII, p. 323 ; Les dialectes coptes et mandés, war Bul. de la Soc. de Ling. de Paris, XXX, 1, pp. 1-56 ; Les représentants de quelques hiéroglyphes égyptiens en peul, war Mém. de la Soc. de Ling. de Paris, XXIII, 5, pp. 277-312 ; L’Origine égyptienne des langues négro-africaines, war Anthr. 1929, pp. 283-5 ; L’évolution de l’égyptien éclairée par le peul el le mandé, ibid. 1930, p. 110. H.a.
  2. Meillet ha Coben, op. cit. ; Koronal Langlois, L’Amérique précolombienne et la Conquête européenne, 1928 ; R. Ricard, L’« Incorporation » de l’ndien par l’Ecole au Mexique, war Journ. de la Soc. des Américanistes, 1931 ; La « Conquête spirituelle » du Mexique, essai sur l’apostolat el les méthodes missionnaires des Ordres mendiants en Nouvelle-Espagne, 1933 (Labouriou hag Eñvoriou an Ensavadur a dudoniez, ugentvet levrenn) ; R.B. Merriman, The Rise of the Spanish Empire in the old world and in the new, New-York, 1918.