chenn en eun doare sebezus, evel ar c’heltieg. Dek pe ugent kantved araokoc’h, e oa moarvat disheñveloc’h c’hoaz kartenn ar yezou en Europa, nemet o veza ma steuz neuze d’eomp sklerijenn an Istor, n’omp ket evit lavarout da vat petra a oa anezi.
Kemmadennou ker bras-all a zo c’hoarvezet abaoe hen-amzer an istorvez en Azia, en Afrika hag en Amerika. En Azia, broiou ec’hon-meurbet evel Anatolia, Kreisteiz Siberia, an Turkestan hag an Azerbeïdjan, ma veze komzet enno e-pad an Hen-amzer yezou indezeuropek, a zo bet aloubet e-kerz ar Grennamzer gant ar yezou turkek-mongolek. En Indez, en enep, emañ bremañ c’hoaz evel gwechall ar yezou indezeuropek o terc’hel d’en em leda tamm-ha-tamm ha da c’hounit tachenn diwar goust ar yezou nannariek [1]. En Afrika, an arabeg en deus mouget an ejipteg e traonienn an Nil ha diberc’hennet ar berbereg (libueg Hen-amzeriz) diouz rannvroiou a-bez e Tripolitana, Tunizia, Aljeria hag er Marok [2]. En tu kreisteiz d’ar Sahara, ar yezou bet komzet gant
- ↑ Diwar-benn ar c’hemmadou-se hag istor an darvoudou politikel a zo bet pennabeg d’ezo, lenn : Visant A. Smith, The Oxford History of India, 1919 ; Rapson, The Cambridge History of India, 1922 ; R. Grousset, Histoire de l’Asie, 3 levrenn, 1921-1922 ; Meillet ha Cohen, Les Langues du Monde, 1924 ; I. Halphen, Les Barbares, des grandes invasions aux conguêtes turques du XIe siècle, eil mouladur, 1930.
- ↑ Meillet ha Cohen, op. cit. pp. 133-4 ; Klemens Huart, Histoire des Arabes, 2 levrenn, 1912-1913 ; E. F. Gautier, Le Sahara, 1923, pp. 96-168 ; L’Islamisation de l’Afrique du Nord : les siècles obscurs du Maghreb, 1927.