Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

strisaat tamm-ha-tamm o zachenn d’ar yezou bihan o veva en o dalc’h. Hogen ma savomp a zek kantved hepken uheloc’h en amzer dremenet, e welomp eur stad disheñvel a-grenn diouz hounnez : ar yezou bras, ar yezou unvan n’eus ket anezo ; ar rannyezou eo a zo trec’h dre-holl : rannyezou romanek er broiou bet gounezet gant al latin e dibenn hen-amzer an istorvez, rannyezou germanek ha slavek er broiou bet aloubet gant ar C'hermaned hag ar Slaved, h. a. Dek kantved abretoc’h edo disheñveloc’h c’hoaz an doareou : neuze an darn-vuia eus ar broiou bet aloubet diwezatoc’h gant al latin, ar germaneg hag ar slaveg a oa piaouet gant yezou bras, aet da get hizio ar pep muia anezo evel an oskeg-ombrieg, an etruskeg, al ligureg, an illirieg [1], an thrakeg, ar skutheg [2], an ibereg [3], pe bet strisaet d’ezo o za-

— 16 —
  1. N’eo ket bet diarvaret c’hoaz a-benn bremañ ha dinaouet e vije an albaneg-bremañ eus illirieg an Hen-amzer. A-enep d’an dinaouidigez-se emañ E. Philipon, Les peuples primitifs de l’Europe méridionale, recherches d’histoire et de linguistique, 1925, pp. 75-109.
  2. Er mare m’edont e barr o galloud (kenta milved kent H.S.), en em astenne beli ar Skuthed eus Keltia d’an Indez ha da steppennou uhel Kreiz-Azia (traonienn an Tarim, traonienn an Ili ha geotegi Mongolia). Dre hantererez ar Skuthed, o deus kalz a elfennadou eus sevenaduriou Europa ha Kornog-Azia tizet bro Sina. Eur yez iranek e oa ar skutheg. Yez an Osseted (Alaned, gant Krennamzeriz), eur bobladig (17.000 den hepken enni) o veva war menez Kaokaz, en daou du da ode-veur Darial, hag ar yagnobeg, eur yezig-all, komzet er reter da Samarkand, a vefe, war a greder, aspadennou eus ar skutheg. M. Rostovtzeff, Iranians and Greeks in South Russia, Oxford, 1922 ; L’art grécosarmate et l’art chinois à l’époque des Han, war Arethuse, 1924 ; h.a.
  3. Da ziarvari e vefe c’hoaz d’ober ha dinaouet eo an euskareg-bremañ eus an ibereg-gwechall. Indezeuropek e tiskouez beza an anoiou lec’hiou ha tud eus Iberia bet miret d’eomp gant skrivagnerien an Hen-amzer. Nann-indezeuropek e hanval beza an euskareg, daoust d’ezañ da gaout ennañ eur bern geriou indezeuropek bet amprestet digant ar c’heltieg, al latin hag ar rannyezou romanek dinaouet eus al latin. E Philipon, op. cit. pp. 151-80.