denn ar yezou e Breiz. Ne gredan tamm ebet, evelato, e vefe eur vat a dra beza dremmwelet-striz evel ma vez Breiziz peurliesa, ha menel dianaoudek evelto eus kement a sell ouz buhez ar poblou, ar yezou hag ar sevenaduriou. Mammennou a nerz, mammennou founnus ha dispar, a zo en anaoudegeziou-se hag a ra diouer en eun doare mantrus d’an dud a ra fae warno.
EN AMZER-DA-ZONT
Heñvel e tegouez gant ar yezou ha gant ar gouennou, ar c’hredennou hag ar sevenaduriou. N’eus ket a stad diraezet, a dachenn gounezet, ma c’hellfed lavarout diwar o fenn : « N ’eus ket da adklask war se ! » Pep tra a vez lakaet-dilakaet dalc'hmat en entremar. Da garourien eur yez, ha hi kaeliet evel m’emañ bremañ ar brezoneg e beg eul ledenezenn vihan [1], ez eo eur frealz bras gouzout dre skiant-prenet an Istor pegen berrbadus ha bresk e vez galloud ar yezou kreñva, ar yezou-mac’hom, ha pegen aes e teu an dud da eskemma o yez ouz eun all pa gavont o mad ouz hen ober.
Bremañ, hag abaoe eun daou pe dri c’hantved, emañ en Europa eun nebeut yezou unvan, yezou a c’houarnamant hag a staderez, oc’h en em leda dre-holl dre vouga ar rannyezou kenouenn d’ezo ha dre
- ↑ Bihan p’he laker a-genskoaz gant ledenezennou bras ar bed, da skouer ledenezenn Italia en Europa, ledenezenn Valaka en Azia, ha ledenezenn Hen-Galifornia en Amerika.