Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

niez gant A. de Quatrefages, Paol Topinard, W. Z. Ripley ha M. Boule ; an dudoniez gant an Doktor E. T. Hamy, an Doktor R. Verneau, Alfons Bertillon [1], R. Hartmann, F. S. Dellenbaugh ha J. Deniker ; ar gevredadouriez gant F. Le Play [2], H. de Tourville, A. de Préville, E. Demolins, G. Melin ha G. d’Avenel ; ar yezoniez gant A . Hovelacque, A. Darmesteter, A. Dauzat hag A. Meillet ; an Istor ha skiant ar sevenaduriou gant V. Duruy, Van den Berg, Ch. Seignobos, G. Maspéro, G. Le Bon, Jalm de Morgan, Moris Maindron, L. Cahun, D. Charnay, H. Beuchat, P. Rivet, Jéquier, R. Dussaud, Contenau, h. a. Naouspet gwech em eus baleet ar bed hag an amzervez bleniet gant ar ouizieien-se ha gant re-all e vefe re hir menegi o anoiou amañ. N’em eus klasket biskoaz sevel da vestr war o lerc’h hag en em varrekaat da ober kavadennou d’am zro war an tachennou a zifraostent. Hogen dihued eleiz am eus kemeret dirak an dremmweliou nevez a zizolôent d’in, hag eur bern anaoudegeziou a bep seurd am eus kuntuilhet diwar o skridou. Ne lavaran ket am laka an anaoudegeziou-se gouestoc’h da welout sklaer e ku-

— 14 —
  1. Kenta levr diwar-benn an dudoniez a gouezas etre va daouarn e 1891 e voe Les Races Sauvages, ethnographie moderne gant A. Bertillon, embannet gant levraoueg ar gelc’hgelaouenn c’hallek La Nature, eul levr liesskeudenn ha moulet-kaer war baper mat, evel ma veze ar boaz d’ar mare-se.
  2. Pa varvas va zad e miz Genver 1897, e kavis en unan eus e gantinennou, e-mesk eur bern levriou-all (Histoire de Dix ans gant Loeiz Blanc, Jérôme Paturot à la recherche d’une situation sociale, h.a.), unan eus oberennou bras F. Le Play, La Réforme sociale en France déduite de l’observation comparée des peuples européens, 3 levrenn, 5vet mouladur, Tour, 1874. Bloaz goude e oa roet d’in levr brudet E. Demolins. Ar re-se eo bet va c’hammedou kenta e skiant ar gevredadouriez.