koude eur frouez padus a zo deuet d’in diwar al lennadennou m’oun bet heñchet warno gant va mamm, p’o deus va lakaet diwezatoc'h, eur wech aet da Bariz evit kas war-raok va studiou, da zeski ar Brezoneg ha da lenn (hag adlenn lïes gwech) oberennou ar geltiegourien vras (hendraourien, yezoniourien, istorourien) : A. Bertrand, H. Gaidoz, H. d’Arbois de Jubainville, J. Loth, E. Ernault, S. Reinac’h, A. Reinac’h, Kamilh Jullian, G. Dottin, J. Déchelette, H. Hubert, J. Vendryès, J. Rhys, Whitley Stokes, Romilly Allen, P. W. Joyce, Kuno Meyer.
E-pad ar seiz vloaz war-nugent ma rankis beva e Pariz [1], em eus pleustret, ouspenn ar geltiegouriez, war skiantou-all m’edon dedennet kalz ganto, skiantou an Natur hag an Den : ar steredoniez hag an oablouriez gant Kamilh Flammarion, Gaston Tissandier hag A . Berget ; an douaroniez gant Vivien de Saint-Martin hag Elizea Reclus ; an douarouriez gant A. de Lapparent, A. Daubrée ha Stanislas Meunier ; an henouennoniez gant A. Gaudry ha Feliz Bernard ; an naturouriez gant A. E. Brehm ; an deno-
- ↑ Eus miz C’houevrer 1891 da viz Here 1920, nemet eur bloavezig (miz Gouhere 1898 — miz Mezeven 1899) tremenet e Londrez evit peurzeski ar saozneg.