Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

war ar pantennou o vevenni diouz tu an hanternoz traonienn al Loer [1], er vroïg koant a oa anezi er Grenn-amzer kontelez Vendôme [2].

N’em eus ket tizet dont d’eur beajour bras, d’eun dizolôadenner-broiou, evel ma hete d’in neuze va mamm en eur wenc’hoarzin. N’em eus ket graet diouz he c’hoant : n’oun ket aet da Indez-Sina evit peurober al labour bet boulc’het eno gant Mouhot ha digeja enskrivaduriou meur kêr Angkor [3]. Kouls-

— 12 —
  1. Le Loir e galleg, diwar an hen-geltieg Lêdos. Lêdos (dre e hir) a vije aet da Loez e brezoneg.
  2. Bro-Vendôme a zo aet da zugelez e 1515. Araok, diwar an Xvet kantved. e oa anezi eur gontelez, peder baroniez enni (Lavardin, Montoire, Roncé, Courtiras), hag araokoc’h c’hoaz, e mare ar Franked, eur pou : pagus Vindocinensis. Keltiek eo ano Vendôme, Vindocinum er stumm kosa a anavezomp d'ezañ. E brezoneg, e vije aet Vindocinum da Wenngen. Bez ez eus anoiou all a ouenn geltiek er vro-se : Trôo (Trogum), Vermand (Viromanduis), Ingrandes (Icoranda), Douvres (Dubra). Eur vourc’h-all, Bonneveau, a veze graet anezi Matval e gre Merowingiz. Ar c’hompezennou bras edus en em astenn er reter da vro-Vendôme a zo d’ezo ivez eun ano o sevel d’an Hen-amzer : Beauce e galleg, diwar an hen-geltieg Belisia, a vije deuet da Belez e brezoneg.
  3. Herri Mouhot, Voyage dans les Royaumes de Siam, de Cambodge, de Laos et autres parties centrales de l’Indo-Chine, relation extraite du journal et de la correspondance de l’auteur par Ferdinand de Lanoye, 1868. Al levr-se a oa e levraoueg ar Vertelotierenn ha lennet e oa bet gant va mamm a blije d’ezi kerkouls al levriou-beaj hag al levriou-Istor. Alies p’edon bugel o veva e Gwiler (1883-1891), he deus komzet d’in eus beajadennou ha kavadennou Mouhot en Indez-Sina, o truezi d’e varo gant an derzienn, e-unan-penn, e-kichen Louang-Prabang (bro-Laos), e miz Here 1867. Mouhot, hag heñ Gall, a veaje e kerz kevredadou gouiziegezel Breiz-Veur ha mirdiou Londrez. Ar C’hallaoued, ac’houdevez, o deus distrouezet ha studiet dismantrou Angkor, hag embannet diwar o fenn labouriou talvoudus. Ar pep reta da anaout a-zivout ar gêr-benn-se, bet en hec’h amzer (IXvet — XIIIvet kantved goude H.S.) unan eus skedusa ha kaera kêriou ar Reter-Pella, a vo kavet e levr E. Groslier, Angkor, 1924. — Angkor a dalv « kêr-benn » e kambodjeg ; Angkor-Vat « Nevedenn Angkor », Angkor-Thom « ar gêr-benn veur ». Gwir ano Angkor e oa Jagodharâpoura.