er Vro. Ha d’in beza eun diavaezour, e tougan ouz Breiz vreizek hag ouz ar Brezoneg, ouz ar vreizadelez hag ouz ar Geltelez a-bez, eur garantez n’he deus graet nemet kreski a-hed va buhez ha na vezo mouget bremañ nemet gant ar maro. Ez vugel ez oun bet hoalet daveto gant al lennadennou a ris neuze, e levrennou kenta an Istor eus ar Frañs gant Herri Martin [1], diwar-benn Impalaerded ar Gelted en henamzer an istorvez ha savidigez Breiz-Vihan gant ar Vrezoned e derou ar Grenn-amzer. Kosaet ha warlerc’hiet eo bremañ kelennadurez Herri Martin a-zivout ar Gelted koz. N’oufen ket alia da vont d’ezi evel d’eur vammenn a ouiziegez yac’h [2]. Eur perz-mat he deus avat hag en em astenn d'an oberenn a-bez. Leun e oa an istorour a garantez ouz ar Gelted hag a lealded en o c’heñver, kerkoulz hag e-keñver ar poblou nann-gallek-all o deus bevet pe a vev c’hoaz war douar an Frañs. Nepred n’en deus klasket o dislebera e giz pe c’hiz ha disteraat ar perz o deus kemeret
e darvoudou an istorvez. Lakaat a ra e lenner da domma outo ha d’o c’harout. Evel-se e c’hoarvezas ganen, er bloaziou 1889-1890, p’edon o lenn al levrennou-se e sal-vihan Kastell ar Vertelotierenn [3],
- ↑ Ganet e Sant-Kwentin e 1810, marvet e 1883. Va mamm a vire oberenn veur Herri Martin en he levraoueg hag a vourre meurbet he lenn e-pad nozveziou hir ar goañv. Bez ez oa eus an oberenn-se, kement hag em eus koun, eur pemzek pe eun ugent bennak a levrennou keinet e gell.
- ↑ War en deus lavaret d’in D’Arbois de Jubainville e 1903, e oa c’hoaz, d’ar c’houlz-se, e kevrennou Istor Herri Martin diwar-benn ar Grenn-amzer, pennadou mat ha talvoudus da lenn.
- ↑ Diouz giz tud ar vro, e ran amañ eur c’hastell eus ti va c’herent e Gwiler (Villiers e galleg). Eun ti bras a-walc’h e oa, tro-war-dro d’ezañ eul lïorz liesleurennek, leun a wez frouez hag a vleuniou, en he led ouz ar bantenn. Ac’hano en em astenne ar gwel war ar gompezenn vras a zo anezi, el lec’h-se, strad an draonienn, betek eun tornaod roc’hellek ha gwezek a vevenne an dremmwel diouz tu ar mervent. Ouz troad an tornaod-se, en tu-hont d’ar stêr riblennet penn-da-benn a evlenned, e weled, e-touez ar c’hlasvez, tolzennad wenn kastell liesfenestrek ar Rochambeaued, brudet o ano gant brezel Amerika en XVIIIvet kantved.