Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg, Levrenn 1, 1935.pdf/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



Prederiadennou
diwar-benn
ar Yezou hag ar Brezoneg


I. AN HENT AM EUS HEULIET


« Hor mammou, p’edont ouz hon dougen, o deus graet hent war gañvaled dre ar gouelec’h ; sellou o deus taolet tro-dro d’ezo, o kas merzout en tu-hont d’an dremmwel, hag ac’hanomp o deus graet Saïaed « kantreerien an hent bras » a glask dalc’hmat gwelout dreist an dremmwel. Ha setu perak emaomp o vont da gerzout adarre war-du ar C’hreisteiz. Ha Doue hepken a c’hell lavarout peur ha pelec’h e chomimp a-sav. Ha da e vo d’imp loc’ha, rak hir e tiskouez d’in beza an hent, ha ne gerz ket gwall-vuan ar c’hañvaled daonet-mañ : Doue d’hon skoro ! »[1].

Rachmed, war L'Asie inconnue,
gant G. Bonvalot, p. 93 
(mouladur Flammarion). 


N’oun na Breiz-Izelad na Breiz-Uhelad. Aesoc’h a se e vezo d’in komz eus ar Brezoneg hag eus rouestladenn ar yezou hag ar rannyezou e Breiz. Rak ereet n’oun ket dre liammou ar garantez ouz tud ar c’hornbro-mañ-kornbro hag ouz geriou ha doareou-lavar ar rannyez-mañ-rannyez. Peur-zieub oun diouz ar c’haranteziouigou ha diouz ar c’hasoniouigou berrwelus hag aheurtet a gaver re alïes en dud ganet ha bevet

— 10 —
  1. Laket e brezoneg gant Abherve (Frañsez Vallée).