Notennou A r « Prederiadennou » Ne voketrea geuz gant hoi lennerien, a gredomp, o kaout eul <( Lodenn ar Gelaouenn » ken berr, peogwir e roomp d ’ezo kenta levrenn eun oberenn a ouiiliegez a vo kement Breizad emskiantek lorc’ h ennañ o welout moulet en e yez. Peder levrenn a vent gant houmañ a vo eus « Prederiadennou » Meven Mordiern: Embannet e vint ar buana ma c’hellimp. Arabat d ’hol lennerien kredi, o kaout an niverennmañ, ez omp deut pinvidik a-greiz-holl. N ’omp ket amañ e broiou Kreiz Europa, hogen en unan eus broiou chatalaet ar C ’hornog. Ne vez ket roet d’ imp arc’hant e-leiz gant madoberourien, hag ar re a ro d ’ imp o skoazell, — atao an hevelep re (ra vezint trugarekaet mil gwech, rak int eo o devo saveteet Breiz) — ne c ’hellont kas d ’imp nemet skodou dister e-kichen al labour ramzel a zo dirazomp. Adkroget e vo gant embannidigez « Istor ar Bed » kerkent hag echu moula ar « Prederiadennou ».
En niverenn a zeu En niverenn a zeu e kavor an holl notennou n’eus ket bet gallet moula en niverenn-<mañ.