Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
difenn ar vro-se ouz argadennou ar Bikted, ar Ouezeled hag ar C’hermaned : 1° bagadou an Dux Britanniarum a rae gwardoniez war voger Hadrian, en hanternoz ; 2° bagadou ar C’homes littoris saxonici per Britannias a rae ged war aodou ar reter, hag ar meuriadou bras soudardelaet eus ar mervent, Dumnonii ha Kornovii, a evezie ouz an aod kreisteiz hag ouz hentou bras an diabarzvro. Ar re genta a yeas da argas ar Ouezeled diouz Kembre, hag e teuas arouezinti-vrezel o rener, an Dragon Ruz, da veza arouezinti Kembre a-bez. An eil re a zeuas da sevel amañ, en Arvorig, rouantelez vrezelgar Vreiz Vihan [1].
— 114 —
- ↑ Diwar-benn Harzou-difenn Impalaerded Aostria, lenn G. Perrot, Chez les Slaves du Sud, war T. du M., bloaveziadou 1870-1871. Bez’ ez eus en alamaneg eun Istor eus Harzou-difenn Aostria, Wien, 1883. A-zivout an ensavaduriou damheñvel en enez-Vreiz : J. Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, London, 1908, pp. 118-26, 135-9, ha passim ; J. Loth, war Rev. celt. 1909, pp. 399-401 ; F. Sagot, La Bretagne romaine, 1911, pp. 220-32 ; L. Le Roux, L’Armée romaine de Bretagne, 1911 ; J. Mothersole, The Saxon Shore, London, 1924. Keñveria bagadou ar Fenianed en Iwerzon, er I-IVvet kantved goude H.S. ; G. Dottin, Les Littératures celtiques, 1924, pp. 68-70 (o heulia an istorour iwerzoniat Jafrez Keating, Foras Feasa ar Éirinn).